Tro Vreizh al liseoù
Distro-skol 2016

Emañ Isabelle Pellerin, besprezidantez ar Rannvro karget eus al liseoù, oc’h echuiñ he zroiad gweladennoù distro-skol evit priziañ oberoù fetis ar strollegezh e liseoù Breizh. D’ar Meurzh 11 a viz Here e oa e lise mor ar Gelveneg hag e lise Yann-Vari ar Brizh e Douarnenez, e Su Penn-ar-Bed.

Vue de hauteur du lycée Pierre Guéguin à Concarneau
panoramic-bretagne.fr

Sevel ha nevesaat liseoù, aveiñ anezho gant dafar pedagogel hag urzhiataerioù, merañ herberc’h ha predoù al liseidi, harpañ ar raktresoù desavadurel, skoazellañ ar familhoù (stignad nevez evit prenañ levrioù skol, skoaziad d’an aveadur kentañ...) hag, abaoe warlene, termeniñ kartenn ar stummadurioù micherel : kalz a draoù el liseoù zo dindan atebegezh ar strollegezh rannvroel hiviziken. Strivañ a ra Rannvro Breizh evit reiñ d’an holl liseidi peadra d’ober berzh ha da vleuniañ. Da vare an distro-skol e oa raktreset ganti ur pemzek gweladenn bennak el liseoù kelenn hollek, teknologel, micherel, labour-douar ha mor eus Breizh, evit priziañ hec’h obererezh evit an 248 lise publik ha prevez hag he skoaziadoù d’ar 145 000 lisead eus Breizh. Aesaat kevatalded ar chañsoù eo ar pal.

Ur programm 16 gweladenn el liseoù


Lise micherel Bel-Air e Tintenieg, d’ar Merc’her 31 a viz Eost (Il-ha-Gwilen)
Lise an Elorn e Landerne, d’ar Gwener 2 a viz Gwengolo (Penn-ar-Bed)

Skol diegezhel diwar ar maez e Lesneven, d’ar Gwener 2 a viz Gwengolo (Penn-ar-Bed)

Lise Rabelais e Sant-Brieg, d’ar Merc’her 7 a viz Gwengolo (Aodoù-an-Arvor)

Lise ostaleriezh La Closerie e Sant-Ke-Porzh-Olued, d’ar Merc’her 7 a viz Gwengolo (Aodoù-an-Arvor)

Lise Jozeb Loth e Pondi, d’ar Gwened 9 a viz Gwengolo (Mor-Bihan)

Lise prevez Sant-Mikael e Prizieg, d’ar Gwener 9 a viz Gwengolo (Mor-Bihan)

Lise Jean Jaurès e Roazhon, d’ar Gwener 16 a viz Gwengolo (Il-ha-Gwilen)

Lise Beltram Argantred e Gwitreg, d’ar Gwener 16 a viz Gwengolo (Il-ha-Gwilen)

Lise labour-douar Brec’houloù e Fouenant, d’ar Meurzh 20 a viz Gwengolo (Penn-ar-Bed)

Lise Rimen e Sant-Maloù, d’ar Yaou 22 a viz Gwengolo (Il-ha-Gwilen)

Lise Charles-De-Gaulle e Gwened, d’ar Yaou 23 a viz Gwengolo (Mor-Bihan)
Lise Chaptal e Kemper, d’ar Yaou 29 a viz Gwengolo (Penn-ar-Bed)
Lise Breselien e Gwern-Porc’hoed, d’ar Meurzh 4 a viz Here (Mor-Bihan)

Lise ar Gelveneg, Meurzh 11 a viz Here (Penn-ar-Bed)
Lise Yann-Vari ar Brizh, Meurzh 11 a viz Here e Douarnenez (Penn-ar-Bed)

Kêriad skolioù Breselien e Gwern-Porc’hoed

Emellout a ra kêriad skolioù Breselien Gwern-Porc’hoed eus an treuzkemm energiezh gant skoazell ar Rannvro : bastet e vo d’an ezhommoù tommerezh ha dour tomm e golc’hiri ar gêriad a-bezh peogwir e vo staliet un tommerezh koad 850 kW ennañ ha nevesaet ar rouedad tommañ. Emañ ar Rannvro ivez o paouez echuiñ nevesaat an toennoù ha disoc’hañ gant staliadurioù teknikel an atalieroù pedagogel kirri pounner (staliañ panelloù fotovoltaek unanvevezet, yac’husaat an aer hag ober labourioù tredan). Mod-all ez eus raktreset sevel ur c’houskva kemmesk, 162 wele ennañ, kement ha gwellaat aozioù degemer hag herberc’hiañ an diabarzhidi.

Lise Chaptal e Kemper

El lise Chaptal e weler splann mennentez ar Rannvro da dalvoudekaat ar c’helenn teknologel war un dro gant ar c’helenn micherel, en hevelep lec’h. Stummet e vez ar skolidi war vicherioù lies (trede gennad, pretierezh, yec’hedouriezh & sokial peotramant gounezvouederezh) ha broudet e vez ur 1 000 den yaouank bennak da vont muioc’h-mui war vicherelaat ha da genderc’hel gant o studioù. Ur youl lakaet e pleustr e 2014 gant ar stignad « Diskrog ebet » hag al labeladur Kampus ar micherioù ha michereladur teknikel ha teknologiezhioù boued hag en deus lakaet al lise e boan ennañ e 2016.

Lise labour-douar Brec’houloù e Fouenant

Ul lise skouer evit a sell ar c’hevratoù emrenerezh hag araokaat (KEA) lakaet e pleustr evit ma vefe kement stal labour-douar a zo stag ouzh ul lise labour-douar ur skouer a-fet labour-douar padus hag emren. E Breizh ez eus 15 lise labour-douar, publik ha prevez, o deus skoulmet ur gevrat KEA : ur skoaziad rannvroel hollek a 3,73 M€, na zalc’h ket kont eus ar madoù diloc’h, a vez kinniget dezho. Setu un nebeud oberoù kaset da benn ganto : amdroadurioù bio, digreskoù war ar beveziñ dour hag energiezh, digreskoù war ar beveziñ enkasoù, gwellaat ar feson da labourat an tachennoù-peuriñ... 300 000 € a vez roet gant ar Rannvro da skoazellañ lise Brec’houloù. A-raok pell e vo kroget gant e raktres kentañ (sevel ur staol da lojañ tregont buoc’h laezh ar stal, gant koad eus ar vro) hag un eil raktres zo evit adwelet mod genel ha desevel ar moc’h bihan.

Lise Rimen e Sant-Maloù

El lise teknologel prevez Rimen, e Sant-Maloù, e oa bet kaoz eus ar skoaziadoù roet gant ar Rannvro evit sikour da gaout binvioù ha danvezioù niverel a-zoare, eus ar skoazell Karta kinniget da holl liseoù Breizh gant ar Rannvro evit o raktresoù pedagogel, pe c’hoazh eus ar skoaziad evit prenañ levrioù-skol a-stroll peotramant eus ar skoaziad evit an dafar micherel kentañ a vez roet d’al lise Rimen koulz ha d’an 248 a liseoù publik ha prevez zo e Breizh. 

Lise Charles-De Gaulle e Gwened

El lise Charles-De-Gaulle, ma kinniger un dibab bras a stummadurioù en hentadoù hollek ha teknologel, e kresk niver al liseidi hag ar studierien abaoe meur a vloaz (1000 skoliad). E-pad ar weladenn distro-skol e oa bet tro da briziañ an holl labourioù raktreset war verr-dermen evit aezamant ar skolidi, ar gelennerien hag ar wazourien, da gendivizout diwar-benn raktres kreskiñ barr degemer al lise. Anv zo dreist-holl a sevel ur preti nevez, war ouzhpenn 1 300 m², gant keginoù modernaet, kement ha klotañ gant kresk an hanter-lojidi (950) ha gwellaat aozioù labour ar wazourien.

Lise Jean-Jaurès e Roazhon

Gant ar Rannvro e vez skoazellet al lise micherel-se ma vez stummet ar pep brasañ eus ar 450 skoliad war micherioù an industriezh (mekanikerezh kirri ha marc’hoù-tan, trezalc’h industriel hag elektroteknik). E-se e respont da ezhommoù al liseidi ha da ezhommoù ekonomikel ar rannvro. Un hanter-kant den yaouank bennak a vez stummet war micherioù an horolajerezh (testeni gouested vicherel ha breved micherioù arz) hag en distro-skol-mañ ez eus bet digoret un Diplom micherioù arz live bachelouriezh + 2, 3e diplom ar filierenn-se e Frañs hag an diplom micherioù arz nemetañ e Breizh. Deuet eo diwar emdroadur kartenn ar stummadurioù divizet gant ar Rannvro hag ar Rektorelezh ha diskouez a ra mennentez an div bennadurezh da lakaat ar c’helenn micherel war-wel.

Lise Beltram Argantred e Gwitreg

El lise kelenn hollek ha teknologel Beltram Argantred, e Gwitreg, e tegemerer tud yaouank evit ar breved teknikour uhel (BTU) skoazeller reolourien, ar BTU kehentiñ hag ar vachelouriezh. Ober a ra ar Rannvro war-dro al labourioù a zo ezhomm evit ma vefe ar barr degemer diouzh kresk bras an niver a skolidi (1 420 a liseidi hag a studierien diwar vremañ) : ur raktres astenn zo war studi. Da-geñver gweladenn ar besprezidantez e oa bet priziet al labourioù kaset da benn pe war ar stern e 2015-2016 : adkempenn (ratreañ didreuzusted an toennoù, staliañ un avelerezh mekanikel daou red, cheñch pol poazhañ), nevesaat 2 savadur molladel ragoberiet (feurmet d’ar skolaj e-tal, ha ma vo degemeret 8 klasad evit talañ ouzh kresk ar skolidi e 2016-2017).

Lise Jozeb Loth e Pondi

El lise Jozeb Loth Pondi e kinniger stummadurioù hollek ha teknologel, eus an eil klas d’ar c’hlas termen, ha 4 c’hevrenn BTU (180 skoliad) war tachennoù ar c’henwerzh, ar bank hag an asurañs. Dindan un nebeud bloavezhioù eo kresket mat niver ar studierien el lise (eus 980 e 2011 eur tremenet da 1 170, ouzhpenn 1 000 en o zouez o vezañ hanter-lojidi). Ur skoaziad ouzhpenn 2,5 M€ a oa bet roet e 2015 gant ar Rannvro, dreist-holl evit astenn hag adframmañ servij nevez ar predoù a vo digoret goude vakañsoù an diskar-amzer (4,4 M€ en holl zo bet postet el labourioù-se). Met implijet eo bet ar skoaziad ivez evit prenañ dafar pedagogel ha sportel, kas raktresoù desavadurel da benn, prenañ dafar hag ostilhoù evit kempenn al lec’h... A-hend-all eo unan eus ar 14 lise kentañ o deus gallet tennañ gounid eus ar servij trezalc’h urzhiataerezh nevez : tamm-ha-tamm e vo lakaet an taol-arnod-se e pleustr e 15 lise nevez bep bloaz.

Lise Sant-Mikael e Prizieg

« Eus an adkrog skol d’ar stummañ micherel » eo ger-stur al lise Sant-Mikael, e Prizieg, ma tegemerer betek 230 den yaouank, adalek an 3e klas prientiñ micher betek ar bak micher, evit stummañ anezho war micherioù ar mekanikerezh kirri, ar baraerezh hag ar pastezerezh, an alc’hwezerezh, an tredanerezh peotramant ar graferezh hag ar moullerezh. En em harpañ a ra al lise war hentennoù pedagogel a-ziforc’h ha lakaat a ra kalz pouez war ar raktresoù desavadurel, evel oberoù da zeskiñ d’an diabarzhidi bezañ emren. Aveiñ, mont en-dro, labourioù er savadurioù pe dafar pedagogel… E 2015 eo bet aveet al lise gant meziantoù produiñ graferezh, dafar ha postoù urzhiataerezh, videobannerioù, ostilhoù evit an atalieroù mekanikerezh kirri, liv gwiskad, dafar evit an alc’hwezerezh-metalouriezh hag ar pastezerezh. Gant ar Rannvro eo bet skoazellet ar postadurioù-se (30 000 € pe dost).

Lise Rabelais e Sant-Brieg

Muioc’h-mui a dud yaouank a vez degemeret el lise Rabelais (1500 lisead) e savadurioù a zo erru kozh un tamm. Diouzh ur steuñv oberoù 2015-2016 e vez kaset labourioù eno gant ar Rannvro evit suraat al lec’h : reizhañ ar rouedadoù urzhiataerezh ha tredan kevredet (1,25 M€ pep taos e-barzh) evit aesaat tizhout roadennoù niverel (11 67 lec’h moned) ; ratreañ reizhiad tommañ an ti-jiminas (300 000 € PTB) ; cheñch ar reizhiad surentez tan-gwall (330 000 € PTB) ; adframmañ lodennoù « produerezh » ha « kannerezh » servij ar predoù ha nevesaat hall degemer al lise. An holl labourioù-se a zlefe sevel da 3,3 M€ pep taos er-maez. Labourioù a vo kaset en-dro ivez evit suraat ar monedoù d’al liseoù hag an tremenerezh diabarzh, e darempred gant Kêr Sant-Brieg.

Lise ostaleriezh La Closerie e Sant-Ke-Porzh-Olued

El lise micherel La Closerie, savet gant ar Rannvro e dibenn ar bloavezhioù 80, e vez stummet e-tro 275 a skolidi bep bloaz war ar micherioù boued (keginerezh, baraerezh-pastezerezh), adalek an testeni gouested vicherel (TGM) betek ar Bak micher. En distro-skol e karfe digeriñ ur BTU ostaleriezh-pretierezh, gant un danvez dibab keginouriezh, kinkladurezh taol ha servijourezh. E-pad ar weladenn e oa bet tro da briziañ ar postadurioù kaset da benn pe war ar stern evit ar prantad 2015-2016 (tommerezh-rouedadoù, toennoù-didreuzusted, goulaouiñ diavaez), ha gwelet penaos e oa aet ar raktresoù war-raok : studi war ar stern evit nevesaat ar c’houskva ha labourioù en ti-jiminas e-tal a vez implijet gant al lise e-pad ar sizhun (skoaziad 671 000 € roet da gumuniezh-kumunioù Kreisteiz Bro-Oueloù gant ar Rannvro).

Skol diegezhel diwar ar maez e Lesneven

Ar Skol diegezhel diwar ar maez (STM), e Lesneven, zo arc’hantet gant ar Rannvro : skoaziad evit nevesaat ar savadurioù, akuizitañ dafar pedagogel, debarzhadur bloaziek evit ar mont en-dro. Stummañ a ra ouzhpenn 230 den yaouank bep bloaz war micherioù al labour-douar : sevel-loened, gounidigezh ha liorzhouriezh. Da-geñver ar weladenn e oa bet kadarnaet deur ar Rannvro ouzh kelenn al labour-douar, adalek ar Bak micher betek ar BTU, p’emañ gennad al labour-douar en ur prantad diaes-bras : STM zo unan eus an 60 lise a vez skoazellet gant ar strollegezh evit stummañ an dud war micherioù al labour-douar. 

Lise an Elorn e Landerne

160 M€ a vez savet bep bloaz gant ar Rannvro evit sevel, adframmañ, nevesaat liseoù ha talañ e-se ouzh kresk niver al liseidi e Breizh. Lise an Elorn zo ur skouer vat : goude labourioù bras evit adframmañ savadurioù istorel al lise (melestradurezh nevez, kreizenn teuliaouiñ ha titouriñ (KTT) nevez e chapel gozh al lise kreiz-kêr), ez eus bet renet ur programm labourioù gant ar Rannvro, e 2015 ha 2016, evit suraat ar savadurioù eus ar bloavezhioù 60 : nevesaat ar rouedadoù urzhiataerezh ha tredan, modernaat ar gegin. Dre ma kendalc’h niver al liseidi da greskiñ (ouzhpenn 1400 skoliad) ez eus bet kaoz a sevel ur savadur nevez evit kaout muioc’h a blas.

Lise Bel-Air e Tintenieg : deroù « Tro Vreizh 2016 »

Al lise micherel Bel-Air (280 skoliad adalek ar 3e klask prientiñ micherel betek ar c’hlas termen), hag a bled gant gennad al lec’haveiñ hag an treuzdougen, a oa bet tennad kentañ « Tro Vreizh 2016 » al liseoù gant ar Rannvro. Isabelle Pellerin, besprezidantez karget eus al liseoù, a oa en em gavet gant pemzek gwazour al lise : 2 500 gwazour teknikel en holl a labour bemdez e liseoù Breizh (evit an degemer, ar c’hempenn, ar pretioù, an trezalc’h urzhiataerezh...) evit lakaat anezho da vont mat en-dro hag evit kemer perzh en deskadurezh. E-pad an emgav-se e oa bet tro da lakaat ar gaoz war o c’hefridioù hag o aozioù labour el liseoù.