Disoc’hoù ar galv da raktresoù
38 abadenn harpet evit Gouel Breizh 2017

Gouel Breizh a vo lidet adarre, evit an 9vet gwezh, etre an 13 hag an 21 a viz Mae 2017. Da c’hortoz e c’hellit ober anaoudegezh gant an 38 kenstriver a zo bet dibabet da-heul galv da raktresoù ar Rannvro en hañv paseet. Ha c’hwi hoc’h eus ur raktres ivez ? Deuit diouzhtu e-barzh ar roll-abadennoù ha roet e vo skoazell deoc’h evit brudañ ar gouel.

Pevar zalvoud boutin

Eizh loread ha tregont zo bet dibabet da-heul ur galv da raktresoù hag a oa digor d’an holl re o doa c’hoant da ginnig un abadenn bennak etre an 13 hag an 21 a viz Mae e Breizh hag e Frañs. Skoazellet e vint gant ar C’huzul-rannvro. Un dra voutin zo dezho holl : liammet int gant talvoudoù Gouel Breizh ha diskouez a reont ul liamm dibar gant ar vro (lakaat an dud e-barzh an taol, meskañ ar sevenadurioù hag ar rummadoù oad, diorren padus, reiñ plas da yezhoù Breizh...). Evit bezañ e-barzh ar roll e tle an abadennoù doujañ da bevar zalvoud bras : bezañ abadennoù fest ha/pe laouen, lakaat war-wel traoù dibar da Vreizh, bezañ digor d’ar pep brasañ hag e prizioù marc’had-mat.

Skoazell evit brudañ ar gouel

180 000 € en holl a vo bet rannet etre ar genstriverien dibabet. En deizioù-mañ e resevo pep loread ul lizher evitañ da c’houzout petra e vo sammad e skoaziadenn.
Ouzhpenn ar skoaziadenn-se e vo skoazell evit brudañ ar gouel hag an holl abadennoù all a vo ouzhpenn ar roll : meneget e vint er programm war baper, el lec’hienn internet a-ratozh-kaer, bruderezh a vo dre ar rouedadoù sokial, skignet e vo dre ostilhoù brudañ (skritelloù, gitonioù, panellerezh war an hent...).

7 abadenn e Frañs Tramor hag e lec’h all dre ar bed

Ur skoazell arc’hant a-ratozh zo bet roet evit an abadennoù aozet en estrenvro hag e Frañs Tramor gant kevredigezhioù Bretoned ha mignoned da Vreizh. Ur yalc’had 60 000€ zo bet rannet etre ar seizh loread. Gant-se e vo lidet Gouel Breizh 2017 e Vietnam gant Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam, e Sina gant Zhong Breizh, er Stadoù-Unanet gant Breizh-Amerika, e Bro-Skos gant EdinBal, en Iwerzhon gant BreizhEire, e Sveden gant Stockholms balfolkforening hag er Reünion gant ar Genseurtiezh Breizh Reünion.

Lakait hoc’h abadenn e programm 2017 !

An holl aozerien abadennoù a zifenn pevar zalvoud bras Gouel Breizh hag a fell dezho kemer perzh er programm a c’hell mont diouzhtu e darempred gant ar Rannvro dre bostel : fetedelabretagne@bretagne.bzh.

An 38 saver raktres hag a vo harpet

Pep saver raktres dibabet da-heul ar galv da raktresoù aozet gant ar Rannvro evit an 9vet gouel-mañ a resevo ur skoaziadenn diwar ur budjed hollek a 180 000 € rannet etre ar genstriverien dibabet. En deizioù-mañ e resevo pep saver raktres ul lizher evitañ da c’houzout petra e vo sammad e skoaziadenn.

  • Addes, produerien Boneur, Boneur (Penn-ar-Bed)

  • Kenseurtiezh Laik Bulad, Troioù-bale lipous, Bulad-Pestivien (Aodoù-an-Arvor)

  • Amzer Nevez, Ar En Deulin, Plañvour (Mor-Bihan)

  • Astropolis, Astropolis a lid Breizh, Brest (Penn-ar-Bed)

  • Bretagne accueil – Bretoned an Havr-Nevez, Gouel Sant-Erwan, An Havr-Nevez (Seine-Maritime)

  • Brocéliand'Co – Les Gens d'ici, Pempont (Il-ha-Gwilen)

  • Canal Ti Zef, Petra eo ar sinema-mañ ?!!, Brest (Penn-ar-Bed)

  • Celtomania, koulzad 1 nevez amzer, Orvez (Liger-Atlantel)

  • Kreizenn rannvroel studi ha brudañ ar glad naturel (Ti ar maenadoù), Festival Kreiz an Douar, Kraozon (Penn-ar-Bed)

  • Kelc’h Paul Bert, Roazhon war Rodoùigoù, Roazhon (Il-ha-Gwilen)

  • Poellgor gwin Breizh, 6vet taoliad meur Breizh, Maodilon (Liger-Atlantel)

  • Kumun Argantred-ar-Genkiz, Lidomp Breizh en Argantred-ar-Genkiz, Argantred-ar-Genkiz (Il-ha-Gwilen)

  • Kumun Bruz, Gouel Breizh Bruz, Bruz (Il-ha-Gwilen)

  • Kumun Kombrid, Gouel Breizh e Kombrid Sant-Voran, Kombrid Sant-Voran (Penn-ar-Bed)

  • Kumun Plougerne, Gouel ar C'hoari, Plougerne (Penn-ar-Bed)

  • Kumun Redon, Redon a lid Breizh, Redon (Il-ha-Gwilen)

  • CRIC, L'île, Kemper (Penn-ar-Bed)

  • Eskemmoù sevenadurel, Bretoned amañ hag ahont, Pondi (Mor-Bihan)

  • Deskadurezh pobl Skol Diwan Baod (Kuzul Skoazell Diwan Baod), Diwan Arzik, Baod (Mor-Bihan)

  • Emglev Bro an Oriant, Gouel Breizh, An Oriant (Mor-Bihan)

  • Gouel Erwan Breizh-Izel, Sen (Il-ha-Gwilen)

  • Fur Ha Foll, Maryvonne La Grande, arvest dibunañ ha fest-noz, Perwenan (Aodoù-an-Arvor)

  • Soñjoù distroet, Banvez Breizh, An Oriant (Mor-Bihan)

  • Me ‘meus gwelet un teulfilm, DDAY, An Oriant (Mor-Bihan)

  • Ar Sitrouilhenn, Kidzh, Sant-Brieg (Aodoù-an-Arvor)

  • L'Eghere, Festival « Va y Availles du Bruit », Avallod-ar-Sec’h (Il-ha-Gwilen)

  • Ar Jazz hag ar Java, Gouel Erwan e Felger, Felger (Il-ha-Gwilen)

  • Les Moyens du Bord, Tous à la Manu#4, Montroulez (Penn-ar-Bed)

  • Mignoned ar brezhoneg, Gouel broadel ar brezhoneg, Sine (Mor-Bihan)

  • Ti ar Vretoned, Gouel Breizh Pariz 14vet, Pariz

  • Muzik an Arvorig, Gouel Breizh, Pont-ar-Veuzenn-Kimerc’h (Penn-ar-Bed) 

  • Pariz Breton, Gouel Breizh, Pariz

  • Ploermael Kumuniezh, Festival Breselien Sport Natur, Ploermael (Mor-Bihan)

  • Skeudenn Bro Roazhon, Gouel Breizh, Roazhon (Il-ha-Gwilen) 

  • Dorn-ha-dorn evit an douar, Un dibenn-sizhun en ti-feurm#6, An Tergant (Il-ha-Gwilen)

  • Son Ar Mein, Fañfar Breizh, Gwimaeg (Penn-ar-Bed)

  • Ti Ar Vro Landerne Daoulaz, Landerne a gan, Landerne (Penn-ar-Bed)

  • Bevet ar Ru, Gouel Erwan Brest 2017, Brest (Penn-ar-Bed)

 

Publié le


Partagez ce contenu