An divizoù diwezhañ
Dalc’h ar 15 hag ar 16 a viz Kerzu 2016 berr-ha-berr

En dalc’h-se e oa bet an dilennidi-rannvro o termeniñ linennoù bras budjed 2017 hag a vo votet, programm ha programm, a-benn an 9, 10 hag 11 a viz C’hwevrer. Lakaet e oa bet ar gaoz ivez war emdroadur ar politikerezh tiriadel, war ar brastres evit savadurioù al liseoù publik ha war ar steuñv bezhin glas nevez.


Adrien Duquesnel

Ar roll-labour

  • Prezegenn digeriñ ar prezidant

  • Prezegenn pep gronn politikel (hervez un urzh tennet d’ar sort)

  • Diazezoù ar budjed evit 2017

  • Kendiviz war an divizoù treuzkas kredadoù evit pep rann

  • Kinnig hag aprouiñ ar raktres teul-stern diwar-benn Steuñv bezhin glas 2017-2021 ha kinnig ur strategiezh skoazell

  • Adwelet politikerezh tiriadel ar Rannvro : derc’hel gantañ ha lakaat anezhañ da glotañ gant al luskoù a zo e Breizh

  • Treuzkas kefridioù etre an Departamantoù hag ar Rannvro hervez al lezenn NOTRe : penaos lakaat anezho e pleustr

  • Stagadenn d’ar Gevrat Steuñv Stad - Rannvro 2015-2020

  • Brastres-ren evit savadurioù al liseoù publik

  • Emdroadur kartenn ar stummadurioù micherel kentañ a-benn an distro-skol 2017

  • Reolennoù diabarzh diwar-benn aozadur ha kargoù ar c’hreizennoù degemer ha henchañ, kreizennoù-departamant ar prederioù psikiatrek ha strolladoù-barn ar c’henstrivadegoù

  • Koskor : hizivaat taolenn ar c’hoskor hag erbedoù a-ratozh evit al labourioù reolennet

  • Rentañ-kont eus dileurierezh ar Prezidant embreget war dachenn ar marc’hadoù publik

Sellit ouzh an dalc’hoù war-eeun
- e bretagne.bzh 
- dre dwitter : en hor c’hont @regionbretagne pe #DirectCRBZH



Tags : Assemblée

Publié le


Partagez ce contenu