Dilennadegoù
Kuzul sevenadurel Breizh nevez

D’ar Sadorn 7 a viz Genver, e Roazhon, e oa bet lakaet en o c’harg izili nevez Kuzul sevenadurel Breizh. Ar prezidant Bernez Rouz, ar besprezidantez Claudine Perron hag izili ar burev nevez a vo o kenurzhiañ e-pad tri bloaz labourioù an ensav aliañ-mañ ha n’eus ket e bar e Frañs.

Les élus du Conseil culturel de Bretagne dans l'hémicycle régional
Charles Crié

Bep tri bloaz e vez nevesaet an 70 ezel eus Kuzul sevenadurel Breizh, anezho dileuridi frammoù peotramant tud arbennik war dachennoù arz, sevenadur ha glad liesseurt Breizh istorel. Karg en deus an ensav-se d’ober kinnigoù ha da reiñ e ali war ar politikerezhioù sevenadurel publik sevenet e Breizh. Goulennet e vez kuzul digantañ gant ar C’huzul-rannvro bep tro ma vez divizet war-bouez ar sevenadur da-geñver an dalc’hoù hollek. D’ar Sadorn 7 a viz Genver e oa bet degemeret 52% a izili nevez evit an 3e respetad-mañ. Kement-mañ a ziskouez ez eus startijenn hag e vez nevesaet mat an dud en 60 framm dileuriet (un drederenn zo nevez e KSB). Da-geñver an dalc’h digeriñ-se e oa bet besprezidant ar Rannvro, Loig Chesnais-Girard, oc’h adembann pegen stag eo ar strollegezh ouzh ar vodadenn aliañ-mañ ha n’he deus ket he far e Frañs (lakaet dindan kazel ar Rannvro e 2009 gant Jean-Yves Le Drian). Saludet en doa labour ar vodadenn e servij ar sevenadur, ha pouezet en doa war ar pezh a oa bet sevenet e-pad ar respetad tremenet (un danevell war ar gallaoueg, ur pezh studiadenn war ekonomiezh ar sevenadur hag a vo embannet a-benn nebeut...) hag aliet en deus d’hec’h izili bezañ evel « gedourien » war dachenn ar sevenadur, war dachenn treuzkas yezhoù Breizh er familhoù, al labour a-youl-vat... a-raok klozañ ar gaoz gant ar gerioù-mañ war sevenadur Breizh : « Ur chañs eo evit hor rannvro, lakaomp ar chañs-se da vezañ un nerzh !».

Prezidant ha besprezidantez

CCB-B.Rouz&Cl.Perron site

Gant an 70 ezel eus ar C’huzul sevenadurel e oa bet dilennet Bernez Rouz, dileuriad Emglevioù-bro Breizh, da Brezidant nevez Kuzul sevenadurel Breizh, ha Claudine Perron, dileuriadez rouedad europat ar yezhoù bihanniver (European Bureau for Lesser-Used Languages), da vesprezidantez.
Bernez Rouz, bet e penn an abadennoù brezhoneg e Frañs 3, anavezet mat e Breizh evit bezañ brudet « Mémoires d'un paysan bas-breton », en doa embannet en deus c’hoant da welet ar C’huzul sevenadurel evel « ul lec’h pouezus ma c’heller santout plegoù sevenadurel hor c’hevredigezh ». Roet en doa da c’houzout e karfe « gwelet avel nevez an emsav sevenadurel o c’hwezhañ diwar labourioù KSB, liesseurt, liesyezh, digor ha gwriziennet, anat deoc’h ».

Ar burev nevez

680©Charles-Crié  CCB-bureau2017-3

Ur burev nevez a zo bet dilennet evit o harpañ da genurzhiañ labourioù ar C’huzul sevenadurel, ennañ paotred ha merc’hed kement-ha-kement evit ar wech kentañ :

  • Bernez ROUZ - Claudine PERRON

  • Annie BEGOT (Danse à Tous les Étages) - Tangi LOUARN (Kevre Breizh)

  • Catherine LATOUR (Skol-Uhel ar Vro) – Erwan MOALIG (Daoulagad Breizh)

  • Laurent DANIEL (Skol-veur Kreisteiz Breizh) - Aurélie ROUSSEAU (TV Roazhon)

  • Alinn METAYER (Chubri) - Hervé LATIMIER (den dibabet)

Dalc’h kentañ ar vodadenn a vo kerkent hag ar Sadorn 28 a viz Genver evit studiañ raktres budjed kentañ ar C’huzul-rannvro evit 2017.

Luc’hskeudennoù : Charles Crié