Abadenn
Sizhunvezh an deskardelezh e 2017

Da-geñver Sizhunvezh rannvroel an deskardelezh, etre ar 4 hag an 11 a viz Meurzh 2017, e vo Rannvro Breizh o reiñ lañs d’ur c’houlzad brudañ e-mesk ar re yaouank hag ar familhoù. Reiñ c’hoant d’ar re yaouank da vont war hent an deskardelezh eo ar pal.

Affiche campagne apprentissage 2017

An deskardelezh zo un hentad stummañ klok, a-zoare ha diouzh cheñchamantoù ekonomikel Breizh, eus an TGM (testeni gouested vicherel) betek ar Vachelouriezh +5. Ouzhpenn 75 % eus deskidi Breizh a gav ul labour 18 miz goude fin o stummadur, en unan eus an 280 micher a c’heller deskiñ dre ar stummerezh a-bep-eil.

Kas an deskardelezh war-raok a zo unan eus an traoù kentañ d’ober evit Rannvro Breizh ha postañ a ra arc’hant bep bloaz evit gwellaat ar stummadurioù ha skoazellañ an deskidi. Sevel kartenn ar stummadurioù micherel (Kreizennoù stummañ an deskidi ha rouedadoù micherel publik ha prevez), lakaat emdreiñ ar c’hinnig stummadurioù, postañ arc’hant er c’hreizennoù stummañ, reiñ skoaziadoù d’an deskidi ha d’an implijerien… Strivoù bras a ra ar Rannvro ha gouestlañ a ra ur bern arc’hant evit reiñ c’hoant d’ar re yaouank ha d’an embregerezhioù da vont war an hent-se.

Tost 18 000 Breizhad pe Vreizhadez yaouank a ziviz mont war hent an deskardelezh bep bloaz, en unan eus an 38 a greizennoù stummañ deskidi (KSD) er rannvro. Ur stummerezh a-bep-eil eo an deskardelezh, gant ul lodenn deorikel en ur c’hKSD hag ul lodenn bleustrek en un embregerezh, ma teskont ar chemet gant ur mestr-deskidi. 

Un dra nevez e 2017 : abaoe ar 1 a viz Genver ez eo Breizh unan eus ar 7 rannvro eus Frañs a zo bet dibabet evit an taol-arnod war an deskardelezh betek 30 vloaz.

Holl deiziadoù an dorioù-digor er c’hKSD !

Tags : Apprentissage

Publié le


Partagez ce contenu