Cheñchamantoù a-fet an ekologiezh hag an energiezh
Roet ez eus bet lañs da gCOP Rannvro Breizh !

Eus ar c’hCOP 21 da gCOP ar Rannvro, emañ Breizh o plediñ a-zevri gant ar cheñchamantoù a-fet an ekologiezh hag an energiezh, pa ro lañs d’ar c’hCOP breizhat-se ma fell dezhi bodañ an holl dud a gemer perzh er cheñchamantoù-se. E "Kroashent ar cheñchamantoù" e oa bet bodet 700 a dud d’an 9 a viz Meurzh evit reiñ lañs d’ar jeu.


Thomas Brégardis

Evel ma oa bet bodet oberourien an hin er c’hCOP 21 evit un emglev istorel etre 195 Stad, e oa bet bodet er c’hroashent-se oberourien an dour, ha re liesseurted ar vuhez, an danvez hag al lastez, an hin, evit renabliñ an traoù asambles ha klask gouzout peseurt traoù efedus zo d’ober evit ma vo graet berzh gant ar cheñchamantoù e Breizh. Ober muioc’h gant an energiezhioù nevezadus, diorren an ekonomiezh kelc’hiek, kaout dour mat adarre, gwareziñ an tachennoù naturel ha liesseurted ar vuhez er mor ha war an douar... : un tamm mat a draoù a vez graet e Breizh dija evit ar cheñchamantoù a-fet an ekologiezh hag an energiezh. Sur eo Jean-Yves Le Drian, prezidant ar Rannvro, e c’haller mont pelloc’h, hag e fell dezhañ « bodañ an holl oberourien, publik ha prevez, evit sevel ur mennad hollek ha stroll, diwar batrom ar c’hCOP 21, ha disoc’h gant promesaoù fetis ». «Tomm-tomm eo ar Vretoned ouzh o endro hag o glad », eme dThierry Burlot, ar besprezidant a zo bet fiziet karg ar c’hCOP rannvroel-se ennañ gant Jean-Yves Le Drian. « Ret eo deomp kenlabourat evit ma ne vo ket dispartiet an temoù, abalamour da vuanaat lusk ar cheñchamantoù e Breizh. » Da c’houde e vo klasket gouzout petra a zo d’ober – traoù eeun ha deuet-mat d’an holl –, ha penaos seveniñ an traoù-se. Roet ez eus bet lañs d’ar jeu : e sell emeur da sevel ur c’haier promesaoù gant kinnigoù fetis ac’hann da fin 2017, ha da aozañ un abadenn vras evit ar geodedourien a-benn fin 2018.

Emgav e 2018 !
Kaier ar promesaoù hag abadenn evit ar geodedourien

E Kroashent ar cheñchamantoù, goude un daol grenn evit kregiñ gant ar c’hendivizoù asambles, e oa bet ingalet an dud e-barzh c’hwec’h atalier. Eno e oant en em soñjet, kaozeet o doa diwar-benn traoù a bep seurt : an doare d’ober diouzh cheñchamant an hin, penaos lakaat ar geodedourien da gemer perzh en traoù, dedennusted an tiriadoù, ar cheñchamant ekonomikel, ar pezh a sell ouzh ar mor, an neveziñ teknologel. E fin 2017 e vo savet ur c’haier promesaoù : digor e vo d’an holl e Breizh hag ennañ e vo kinniget oberoù fetis da bep hini. Evezhiet e vo gant ur poellgor skiantel hag a vo gwarant evit an hentenn da implijout hag an disoc’hoù. E fin 2018 e vo aozet ivez un abadenn evit ar geodedourien.

Lakaat oberourien an endro da gemer perzh er jeu

An dud a gemere perzh e « Kroashent ar cheñchamantoù » e oa an dilennidi vreizhat hag izili ar 4 ensav bras d’en em guzuliañ evit a sell ouzh an endro e Breizh, kengadoriet gant ar Stad hag ar Rannvro : Kuzuliadeg Breizh evit ar cheñchamant energiezh, abaoe 2010 ; Kuzuliadeg Breizh evit an dour hag ar meteier dour, krouet e 2014 ; Kuzuliadeg rannvroel evit liesseurted ar vuhez, lakaet war-sav e miz Kerzu 2016 ; Kuzuliadeg an danvez (talvoudekaat al lastez), an hini a oa bet krouet da ziwezhañ d’an 20 a viz Genver er bloaz-mañ. El lusk politikel ha keodedel-se, na gaver nemet e Breizh, e labouro ar Stad a-dost gant ar Rannvro.

Film  : asambles evit ar cheñchamantoù e Breizh !

Cheñchamantoù : Breizh war-sav ! tennet eus Rannvro Breizh diwar Vimeo.

An dour, an energiezh, al labour-douar, ar mor, ar saotradur... : e Breizh ez eus bet enkadennoù, gwall reuzioù ha stourmoù. En deiz hiziv ez eus ivez tud hag a gompren en traoù, tud hag en em vod, ha luskoù evit gwareziñ an endro ha mont war-zu ar cheñchamant. Labouromp asambles evit ar cheñchamantoù e Breizh.

Pevar zra bouezus : an dour, an energiezh, liesseurted ar vuhez, an danvez

Liesseurted ar vuhez, an dour, an energiezh, an danvez : setu aze peder zachenn ma c’hall Breizh cheñch penn d’ar vazh hag ober traoù.

Nicolas Hulot : gwelet ar cheñchamantoù en un doare hollek

Nicolas Hulot oc’h ober e c’hourc’hemennoù da gCOP Breizh tennet eus Rannvro Breizh diwar Vimeo.

Pa oa bet roet lañs da gCOP Rannvro Breizh e oa bet kaset ur gemennadenn gant Nicolas Hulot d’an holl dud a oa bodet evit en em soñjal war al lusk-se ha war an traoù pouezus a sell outañ. Laouen e oa o welet Breizh prest d’ober traoù bras, ha fiziañs en deus e c’hallo Breizh gwelet ar cheñchamant ekologel en un doare hollek pa vo lakaet ar c’hCOP 21 da dalvezout er rannvro.