Diplomatiezh Europa
"Ti Breizh en Europa" e Brusel

Savet eo bet « Ti Breizh en Europa », ha digoret e oa bet d’an 29 a viz Meurzh e Brusel. Gant-se e ra ar Rannvro gwrizioù e Brusel, da Vreizh da vezañ gwelet gwelloc’h en Unaniezh Europa.


A gleiz da zehoù : J. Soulabaille, Prezidantez Ti Breizh en Europa, I. Koninckx, skoazellerez, F. Sagarbi, kefridiad, Aude Körfer, dileuriadez-pad, L. Louarn, BP evit yezhoù Breizh, F. Salami-Dadkhah, BP evit Europa hag an estrenvro, L. Chesnais-Girard, Kentañ BP, M. Boulard, kefridiadez eus Rannvro Breizh Région Bretagne

Krouiñ ul lec’h gouestlet da Vreizh hepken, e-kreiz karter europat Brusel : sed aze un bazenn ouzhpenn evit digeriñ muioc’h c’hoazh Breizh da Europa. Gant « Ti Breizh en Europa » e fell d’ar Rannvro diskouez d’an ensavadurioù europat ez eus anezhi, hag ober diouzh ma vo aes d’an oberourien vreizhat labourat en Europa.

Ur pont etre Breizh hag Europa

Ur pont etre Breizh hag Europa eo « Ti Breizh en Europa ». Karget e vo da labourat bemdez evit, da skouer  :

  • difenn interestoù Breizh ha reiñ he savboent da c’houzout d’an ensavadurioù europat (asambles gant Dileuriadur-pad Frañs en Unaniezh Europa),

  • brudañ gwelloc’h dibarderioù Breizh ha lakaat skediñ he sevenadur hag hec’h ekonomiezh en ur vont a-du gant luskoù ha tud donezonet,

  • diarbenn ar cheñchamantoù er politikerezhioù europat, ha gwelet petra a c’hall bezañ graet evit diorren Breizh, a-fed an ekonomiezh, ar gevredigezh hag an tiriad.

Ul lec’h e servij an oberourien vreizhat

Ur savadur nevez eo « Ti Breizh en Europa ». Ennañ ez eus div sal-emvod, ur forom hag ur c’horn labour diardoù da aesaat an difraeoù d’an holl oberourien vreizhat e Brusel. Ur skipailh 4 den zo o labourat eno, ha karg ar re-se eo, da skouer :

  • degemer ha kelaouiñ an oberourien vreizhat (dilennidi, oberourien sokioekonomikel, strolladoù skolidi ha studierien)

  • sikour prientiñ gweladennoù pe emgavioù e Brusel gwech an amzer

  • bezañ hanterourien evit an neb a glask kevelerien europat.

 

Daveennoù : Ti Breizh en Europa, 11 kroashent-tro Schuman, Pgz : +00 32 (0)22 82 61 90,
postel : delegation.bruxelles@bretagne.bzh


Tags : Europe

Publié le


Partagez ce contenu