Glad mor
Ar Rannvro a greñva he skoazell evit gouelieroù glad Breizh

Sizhuniad ar Mor Bihan a vo dalc’het etre an 22 hag an 28 a viz Mae er Mor-Bihan. Un dro vat eo d’ar Rannvro evit priziañ ar stignadoù bet lakaet e plas ganti evit skoazellañ glad mor Breizh.

Voiliers du patrimoine navigant sur l'eau
Ronan Gladu - CRTB

E 2011 e oa bet Rannvro Breizh o reiñ lañs d’ur pikol steuñv oberoù evit saveteiñ ha talvoudekaat glad ar mor dre ar stignad "Gouelieroù Breizh". Brav-brav eo bilañs 2017 goude ma’z eus bet postet 1,8 M€ evit arc’hantañ al labourioù a oa ezhomm da gas da benn evit ma padfe ar gouelieroù hag evit gwellaat aezamant an dreizhidi : bremañ ez eus 50 bag prest da lakaat da ouel ! An holl vagoù-se eus glad Breizh a zo korvoet en un doare kenwerzhel, ha 1 415 a dreizhidi well-wazh a vez bep bloaz e bourzh pep bag, da lâret eo ouzhpenn 65 000 pratik bep bloaz el lestraz a-bezh.

Ur stignad all, "Skoaz ouzh Skoaz" e anv, zo bet lakaet e plas abaoe 2011 ivez, evit garedoniñ raktresoù lañsus a-stroll e kornadoù-bro evit mirout pe reneveziñ madoù, war-bouez an oberoù marc’hadourezhel ha foran. Dek bag dija o deus dastumet roadoù a-walc’h evit kaout an arc’hopr-se, etre 2 500 ha 10 000 €, da glokaat ar skoaziad rannvroel evit reneveziñ Gouelieroù Breizh.

Hêrezh an arvor hag ar glad arkeologel dindanvor a vez harpet gant ar Rannvro ivez dre galvoù da raktresoù. 

Tags : Patrimoine

Publié le


Partagez ce contenu