Touristerezh
Breizh gant 10 bro evit an douristed

Brest Douaroù ar Meurvor, Kalon Breizh pe Aod ar Vein Ruz… : brudañ a reer Breizh evit an douristed gant dek korn-bro hag a glot gant al lec’hioù darempredet gant an dud a zeu da vakañsiñ. Dek « Bro evit an douristed » hag a zo galvet, pep hini anezho, da ziorren o c’hinnigoù a-fet an touristerezh.

La plage de Tourony à vélo
Traezhenn Touroni war velo, e bro « Aod ar Vein Ruz » Alexandre Lamoureux – PRT* Breizh Alexandre Lamoureux - CRT Bretagne

Ul lec’h anavezet-mat gant an douristed eo Breizh, hervez ur studiadenn a oa bet graet gant Arsellva rannvroel an touristerezh un nebeud bloavezhioù zo, ha diskouezet e oa bet ivez e veze graet un diforc’h gant an douristed etre kornioù-bro resis : « Mor-Bihan Gwened », « Breselien », « Kerne » pe « Sant-Maloù »… O welet an dra-se, ar Rannvro he deus adtermenet he strategiezh evit diorren an touristerezh ha savet ur gartenn douristel nevez eus Breizh awenet gant al lec’hioù gweladennet gant an douristed o-unan. Ar mennozh : brudañ liesseurted an dek korn-bro dibar-se e kenlabour gant holl obererien an touristerezh (aozadurioù micherel, kambroù kenwerzh hag industriezh Breizh…) evit desachañ muioc’h a douristed betek Breizh. Da bep hini eus an c’hornioù-bro-se bremañ eo kinnig muioc’h a draoù tamm-ha-tamm ha kaout c’hoant da labourat asambles en ur grouiñ chomadennoù berr ha formulennoù prest-ha-tout evit respont da c’hoantoù nevez an douristed. Deuit da welet an 10 bedig-se hag a glot gant gwirvoud ekonomiezh an touristerezh !

Video : Eus an Arvor betek an Argoad, en em renkañ a ra an dud a vicher

“Breselien” en douaroù (a-ramp war departamantoù Il-ha-Gwilen hag ar Mor-Bihan) ha “Brest Douaroù ar Meurvor” e beg kornôg aodoù Breizh eo bet ar broioù touristel kentañ o’n em frammañ. An dud a vicher er gennad, dreist-holl e tiez an douristed, o deus labouret asambles evit ober kinnigoù touristel boutin e kornioù-bro diouto o-unan. En Arvor pe en Argoad (war an aod evel e-kreiz ar vro), ar Broioù zo o’n em frammañ.

Teuliad liesvedia : taol-sell gant skeudennoù
Destination touristique Brest Terres océanes

Pierre Bourcier, ti ar valtouterien e Kerlouan, bro « Brest Douaroù ar Meurvor »

Aodoù gouez inizi an Aberioù, gweledvaoù kevrinus koad Breselien, porzhioù Kerne-Izel, an hentoù don e-kreiz ar vro pe ar c’hêrioù bihan neuziet-kaer koant : taolomp ur sell gant skeudennoù war an dek bro douristel-se. Emaomp o vont da ouzhpennañ un unnekvet bro : an inizi, strewet a-hed

Les Destinations touristiques de Bretagne

An dek « Bro douristel » e berr gomzoù

Destinations touristiques

Bae Sant-Brieg - Pempoull – Ar C’haboù

Etre kaboù ha tornaodoù meurdezus, grit ho mad eus an aodoù traezh munut. Brokus eo an natur, lipous ha steredennet eo ar boued, ha degemeret c’hwek e vez ar vugale. Kouronklec’hioù brudet (Sant-Ke-Porzh-Olued, Pleneg-Nantraezh …), lec’hioù dezho al label “Kêr vihan neuziet-kaer”, lec’hiennoù ha gweledvaoù dibar, abadennoù sevenadurel stank hag ur glad mor puilh : kalz traoù brav zo er vro-se.

Breselien

E Breselien ez eus mojennoù stank er c’hoadoù ha karget a istor eo ar c’hêrioù.Grit un diskuizh e-harz ar gwez dibar hag ar meurvein… ha lezit strobinellañ ac’hanoc’h.

Brest Douaroù ar Meurvor

N’eo ket echu ar veaj e penn ar bed, ret eo mont pelloc’h, e Kanol Iz. Eus an tornaodoù uhel-uhel betek an aberioù don, bageit en-dro d’an inizi ha bourrit gant un douar gouez goloet a lanneier. Ur vro hag a ginnig lec’hiennoù naturel gwarezet – an aberioù en norzh, gourenez Kraozon er c’hornôg, inizi Sun, Molenez hag Eusa – met ivez porzhioù bihan ha kêrioù buhezek hag Océanopolis, ken dibar, e Brest evit gwelet loened ha plant a gaver e morioù ar bed a-bezh.

Breizh Liger Meurvor

Ur c’horn-bro gant dour ma c’haller pleustriñ an holl obererezhioù merdeiñ hag ober troioù-bale a bep seurt. E tu ar mor, pep tra zo bras-divent : an aodoù traezh munut hag ar porzhioù evel hini Sant-Nazer ma vez savet ar morrederioù kaerañ, ar c’houronklec’hioù brudet hag ar porzhioù-pesketa bev-buhezek… Er c’heinvro ez eus aodoù ivez, en a-dreñv, graet gant dourredennoù, kanolioù ha geunioù hag a ginnig ur bed a blij muioc’h-mui d’ar weladennerien. « Kreisteiz Breizh » eo, un tammig, heoliet ha diskuizhus.

Su Breizh – Ar Mor Bihan

En-dro d’ar Mor Bihan ha war an inizi (Groe, Houad pe Edig) eo brav bevañ. Evit en santout penn-da-benn, deuit e bourzh. Kemerit amzer da straniñ etre ar meurvein, er porzhioù hag e straedigoù kêriadennoù eus ar Grennamzer. E-touez an traoù brav e-leizh a zo er Vro « Su Breizh – Ar Mor Bihan » emañ dreist-holl gweledvaoù dibar ar Mor Bihan etre douar ha mor, gant ur glad hollvrudet er bed a-bezh a-fet an henoniezh, abadennoù hag obererezhioù stank liammet ouzh ar merdeiñ, hag ul lañs anat gant ar sevenadur.

Kalon Breizh - Coeur de Bretagne

E kalon Breizh emañ an natur o ren… gant un nebeud souezhadennoù. Ar menezioù, ar c’hoadeier, al lennoù, ar stêrioù hag ar c’hanolioù zo o vevañ diouzh lusk ar gouelioù. Hag emañ an arz relijiel o c’hoari gant ar c’hontadennoù. Menez Are, koad an Uhelgoad, lenn Gwerledan, ar ganol eus Naoned da Vrest… Ar vro-se, a-ramp war tri departamant, zo stank al lec’hioù hag ar gweledvaoù dibar enni. Kavell ar festoù-noz eo hag abadennoù sevenadurel stank a gaver ennañ ivez evel gouel an Erer Kozh ha Kêrioù ar glad.

Aod ar Vein Ruz – Bae Montroulez

Ha plijout a ra deoc’h al lec’hioù hep o far er bed ? War an aod, grit anaoudegezh gant reier estlammus… Lod zo gris, lod all zo roz ! E-kichen, gweladennit ar c’hêrioù neuziet-kaer hag ar porzhioù-iliz. Ar Vro « Aod ar Vein Ruz – Bae Montroulez » en em led eus ar c’hornôg betek ar reter, eus Bro-Leon da Zouaroù an Arvor hag enni emañ Bro-Dreger a-bezh, eus Montroulez da c’hourenez Lezardrev. Enni ez eus, war un dro, lec’hiennoù sevenadurel hollvrudet, ur glad naturel dibar hag aodoù ha douaroù heverk eus Breizh.

Kemper Kerne

Etre ar maezioù a awen an arzourien (evel an drivliadelourien niverus a dremenas pennadoù amzer er vro en XIXvet kantved) ha taolioù-kaer ar seurferien, etre korolladeg ar bagoù-pesketa e porzh ar Gelveneg pe en hini Konk-Kerne hag ar c’hêrioù a zo o tañsal diouzh lusk ar bagadoù… an arvest zo dizehan ! Ouzhpenn al lec’hiennoù dibar a gaver e-leizh e korn-bro Kemper Kerne (Beg ar Raz, Kemper, Kêr-gloz Konk-Kerne, Enez-Sun pe an inizi Glenan, kêrioù Pont-Aven pe Lokorn) e plij ken-ha-ken ar vro d’an dud gant he sevenadur leun a startijenn hag he boued.

Roazhon ha dorioù Breizh

Etre kêr-benn festus Breizh ha kastelloù lorc’hus marzoù Breizh, etre an tiez o frammoù koad hag ar savouriezh vodern, kit d’ar marc’had, evit ur banne war leurenn un davarn ha kasit anezhi ! Kavell ar sevenadur gallaouek eo ar vro douristel « Roazhon ha dorioù Breizh » ; enni eo kemmesket ar glad sevenadurel ha naturel, arzoù leun a startijenn ha pourmenadennoù en un endro glas. Unan eus dorioù ledenez Breizh eo.

Sant-Maloù - Bae Menez-Mikael-ar-Mor

En-dro da 8vet Marzhenn ar bed (bae Menez-Mikael-ar-Mor, enskrivet er glad bedel gant an Unesco abaoe 1979 evel unan eus ar c’haerañ baeoù er bed), santit spered kêrioù ar gourserien e kêr mogeriet Sant-Maloù, ar c’hoant d’ar frankiz en argoad Normandi, al landreantiz e traoñienn ar Renk… Ha skrijit pa vez reverzhioù ha na vezont ket mui da vrudañ !

An touristerezh e Breizh gant sifroù

Breizh eo ar pevare rannvro douristel e Frañs a-fet an niver a douristed hag ar rannvro anavezetañ eo a-fet brud. Ar rannvro gentañ eo ivez evit ar merdeiñ.

  • 12,8 milion a weladennerien bep bloaz, 4,6 miliard a euroioù degaset war dachenn an ekonomiezh

  • 57 600 implij well-wazh bep bloaz, tost da 75 000 implij e-pad an hañv (8% eus PDK* Breizh)

  • 96,4 milion a nozvezhioù chom, dasparzhet war an aod (76%), er maezioù (59%), e-kreiz ar vro (24%) hag er c’hêrioù bras (41%)

  • 949 leti evit 54 018 gwele en holl,

  • 744 zachenn-gampiñ rummet, evit 264 675 plas enno en holl.

  • 5 570 bod-arsav hag a ginnig 23 713 plas enno en holl

  • 1 825 kambr ostizien labelaet, gant 4 715 plas enno en holl.

Mammenn : Arsellva rannvroel an touristerezh 2017

Luc’hskeudennoù PRT Breizh : Simon Bourcier, Float tube e Lanyugon, bro douristel « Sant-Brieg – Pempoull Ar C’haboù » (pajenn degemer) ; Alexandre Lamoureux, traezhenn Tourini war velo, bro douristel « Aod ar Vein Ruz » (e deroù ar pennad) ; Pierre Bourcier, ti ar valtouterien e Kerlouan, bro douristel « Brest Douaroù ar Meurvor » (e-kreiz ar pennad)

 

 

 

 

Publié le


Partagez ce contenu