Deskadurezh ha stummañ
Distro-skol 2017 e liseoù Breizh

Krog eo Isabelle Pellerin, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus al liseoù, gant ur c’houlzad gweladennoù el liseoù da-geñver an distro-skol abalamour da c’houzout pelec’h eur en em gavet gant oberoù fetis ar Rannvro e liseoù Breizh. Ar sizhun-mañ : al liseoù Rosa Parks e Rostrenenn, Alain-René Lesage e Gwened ha Beltram ar Gwesklin en Alre.

Lycéens courant dans la cour d'un établissement
Pascal Léopold

Sevel ha nevesaat liseoù, prenañ ostilhoù pedagogel hag urzhiataerioù, ober war-dro al lojeiz hag ar boued, skoazellañ ar raktresoù pedagogel, sikour ar familhoù, termeniñ ar gartenn vicherel : el liseoù e vez graet war-dro kalz a dachennoù gant ar rannvroioù, hag er bloaz-mañ e ranker ouzhpennañ ar pezh a sell ouzh an treuzdougen d’ar skol. Gant sikour ar Rannvro o deus gallet an holl liseoù a felle dezho, e 2017, kevreañ ouzh ar rouedad Internet gant ur c’has uhel a-walc’h evit ober gant ar binvioù niverel eit ar c’helenn, en un doare eeun hag efedus. Er bloavezh-skol-mañ e vo kaset raktresoù all da benn : kregiñ gant al labourioù evit sevel tri lise nevez (e Ploermael hag e Liverieg ac’hann da 2020-2022, hag un 3e e su Roazhon goude

2025), lakaet e vo ar Pass Dafar Pedagogel da dalvezout c’hoazh abalamour d’al levrioù-skol da vezañ digoust, ar programm Breizh Alim evit servijout er pretioù-skol muioc’h a traoù graet gant produerien nes...

Labourat a ra Rannvro Breizh war an holl dachennoù a zo fiziet enni eta abalamour d’an holl liseidi da c’hallout bezañ en o bleud hag ober berzh en o lise. Programmet ez eus ur pemzek gweladenn bennak e liseoù kelenn hollek, teknologel, micherel, labour-douar ha liseoù-mor e Breizh da-geñver an distro-skol abalamour da c’houzout pelec’h eur en em gavet gant oberoù ar Rannvro evit an 248 a liseoù publik ha prevez ha gant ar skoazelloù evit sikour ar 147 500 a liseidi vreizhat

Programm ar gweladennoù da zont el liseoù :

Gwener 1 a viz Gwengolo, en Il-ha-Gwilen

  • Sant-Maloù - Lise Maupertuis/ gweladenn a-raok an distro-skol asambles gant Prezidant ar Rannvro

Meurzh 5 a viz Gwengolo, en Aodoù-an-Arvor

  • Rostrenenn - Lise Rosa Parks/gweladenn asambles gant ar Rektor akademiezh

Yaou 7 a viz Gwengolo, er Mor-Bihan

  • Gwened - Lise Alain-René Lesage
  • An Alre - Lise Beltram ar Gwesklin /gweladenn asambles gant Prezidant ar Rannvro

Yaou 14 a viz Gwengolo, en Il-ha-Gwilen

  • Sant-Gregor - Skol diegezhel diwar ar maez (skol labour-douar brevez)

Gwener 15 a viz Gwengolo, e Penn-ar-Bed

  • Brest – Lise an Amiral Ronarc'h
  • Brest - Lise Vauban

Yaou 21 a viz Gwengolo, en Aodoù-an-Arvor

  • Sant-Brieg - Lise Eugène Freyssinet
  • Langaeg - Lise Sant-Ilan

Gwener 22 a viz Gwengolo, en Il-ha-Gwilen

  • Redon - Lise Beaumont
  • Roazhon - Lise René Descartes

Lun 25 a viz Gwengolo, en Il-ha-Gwilen

  • Roazhon - Lise Victor & Hélène Basch/ Lid-digeriñ ar mikrolise

Meurzh 3 a viz Here, Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor

  • Pondi - Lise Janed Ark- Sant Ivi
  • Kaon – Lise micherel labour-douar

Yaou 5 a viz Here, en Aodoù-an-Arvor

  • Pempoull – Lise micherel mor Pierre-Loti
  • Pempoull - Lise Kerraoul