Lid-digeriñ
Ti Lab, labourva rannvroel an neveziñ publik

Kaout fiziañs en ijin a-stroll ha lakaat an implijerien e-kreiz ar jeu abalamour da wellaat ar servijoù publik : setu al labour arnodiñ a vo kaset da benn gant Ti Lab, labourva rannvroel an neveziñ, digoret ez-ofisiel diriaou e Roazhon.


Région Bretagne

Abaoe an hañv eo e-barzh Ostel ar Pastor Mat eo staliet labourva an neveziñ publik. El lec’h labour-se, digor, plijus ha mat evit krouiñ, ennañ gourvezvankoù, arrebeuri war rodoù bihan, taolennoù gwenn, legoioù divent, ostilhoù niverel ha post-it… e vez graet gant doareoù nevez evit gwellaat ar servijoù publik d’an dud. Choazet eo bet al labourva-se da-geñver ar galv d’ar raktresoù lañset gant ar Stad evit modernaat an obererezh publik (skoazellet gant ar programm postañ evit an amzer-da-zont). Ul labourva kenlabour eo, lusket gant ar Rannvro hag ar Stad asambles gant obererien publik ha prevez, evel Pol implij, KGT pe c’hoazh an ensavadur stummañ Askoria.

Raktresoù evit lakaat an implijerien e-kreiz ar jeu

Setu m’emañ al labourva er mareoù-mañ o labourat war meur a raktres liammet war-eeun ouzh politikerezhioù ar Rannvro : ar stummañ hag an hentadoù stummañ micherel (TransfoParcours), an doareoù fiñval nevez (MobLab), an ingalded merc’hed/paotred war dachenn an niverel (Numerifemmes)... Penaos e vez graet gant Ti Lab  ? Labourat a ra diwar skouer an « dizagn servij » – a laka an implijerien, an dud, ar re eo graet ar servijoù evito, e-kreiz ar jeu – evit arnodiñ war an dachenn ha kavout, gant an dud hag evit an dud, diskoulmoù d’ar c’hudennoù a sav. Triwec’h miz e pado an arnodoù-se evit nevesaat an doare da aozañ an obererezhioù hag ar politikerezhioù publik.

Lid-digeriñ Ti Lab d’ar Yaou 23 a viz Du 2017 gant Prezidant ar Rannvro Loig Chesnais-Girard e-kerzh Sizhunvezh an neveziñ publik (20-26 a viz Du).

Petra eo an « dizagn servij » ?

Ober a ra an dizagn servij war-dro kefridioù ha stumm ar servijoù gwelet diouzh savboent an implijerien : dreist-holl, studiet e vez gantañ an doare ma vez graet o dibaboù gant an dud abalamour da sevel produioù pe servijoù da respont da senarioioù implijout : en em lakaat a ra Ti Lab neuze e-barzh korf an implijerien evit gwellaat ar servij publik. Goude-se eo diwar prederiañ a-stroll e vez kavet asambles soñjoù a vez arnodet gant patromoù e degouezhioù gwirion. Un dra gant an dizagn servij ha n’en deus ket e bar e lec’h all eo broudañ ar c’hrouiñ abalamour d’ijinañ ha da sevel senarioioù evit darvoudoù hag obererezhioù hag a zegaso disoc’hoù efedus koulz evit an implijerien hag evit ar bourchaserien.

Logo labourva rannvroel an neveziñ publik

ACTU PetitLOGOTiLab


Tags : Innovation

Publié le


Partagez ce contenu