Kemm ekologel
Breizh Cop : ar Rannnvro a ro lañs d’ur c’hendiviz gant he c’hevelerien

Staliet e oa bet daou vodad-ren er sizhun dremenet ha roet ez eus lañs d’ur c’hendiviz war an dalc’hoù da zont evit treuzfurmiñ Breizh en un doare padus : ur bazenn nevez war-raok evit Breizh COP. Ar pal : sevel asambles, gant Breizh Cop, ur raktres kemm youlek evit Breizh.

Visuel BreizhCop

Bodañ an holl obererien e Breizh, pe e vefent publik, prevez pe kevredigezhioù, a sell ar c’hemmoù (ekologel, energiezhel, niverel…) outo evit sevel ur raktres hollek hag a vo afer an holl abalamour d’en em lakaat a-du war gouestloù resis, e-giz e fin ur c’hCOP : sed aze ar pezh a zo en dalc’h gant Breizh COP. Ret eo d’an trizek rannvro a zo e Frañs seveniñ pep a vrastres rannvroel kempenn, diorren padus hag ingalded an tiriadoù (Sraddet), hag a vefe termenet gantañ o raktresoù tiriad a-benn 2040 (ac’hann da fin 2019), rak-se he doa dibabet Rannvro Breizh reiñ lañs d’ar c’hCop-se : Breizh COP zo ur raktres politikel ledanoc’h ha diazezet ivez war ar c’hensevel. E-kerzh 2018 e c’hallimp termeniñ

palioù eeun hag a vo bodet an dud en-dro dezho, ha gwelet penaos e c’hallimp tizhout ar palioù-se, abalamour da vont buanoc’h war-zu ar c’hemm a zo krog Breizh gantañ da vat. Diazezet e vo al labour war daou vodad ren bet staliet gant prezidant Rannvro Breizh ar sizhun dremenet :

  • Ur bodad kenurzhiañ. Bodet ez eus ennañ obererien ensavadurel ha tud hag a zo e penn rouedadoù kevredigezhel (Stad, strollegezhioù, kevredigezhioù, obererien ekonomikel, Kuzul ekonomikel, sokial hag endro ar Rannvro...).
  • Ur bodad skiantel. Bodet ez eus ennañ un ugent arbennigour bennak war meur a dachenn hag a sell ouzh Breizh COP (hin, ekologiezh, kêraozañ, ekonomiezh, skiantoù an traoù bev…), ha degas a ray e ampartiz talvoudus a-fet an dalc’hoù stag ouzh ar c’hemm a-fet ar sokial, an ekonomiezh hag an endro.

Deiziataer ar c’hendiviz

Gallout a rit kemer perzh dre lizher pe enlinenn (betek fin miz C’hwevrer 2018) !

Un teul heñchañ hag a ya d’ober danvez ar c’hendiviz (da lenn pe da bellgargañ e-barzh ar bajenn-mañ)
Renabliñ a reer ennañ ar pep pouezusañ a zo en dalc’h, ar pezh a vo d’ober hag ar soñjoù diazez

  • Ur c’hendiviz ledanaet
    Ledanaet e vo ar c’hendiviz war Internet, adalek an 12 a viz C’hwevrer 2018, diwar-benn « An atalier breizhat »  :
    Kemer perzh enlinenn (adalek an 12 a viz C’hwevrer)
  • Un dalc’h a-ratozh-kaer gant ar C’huzul-rannvro
    D’an 19 a viz Ebrel e vo gouestlet un dalc’h eus ar C’huzul-rannvro da Vreizh COP abalamour da gemer disoc’hoù ar c’hendiviz ledan-se e kont.

Labelaat darvoudoù « Breizh Cop »

Labelaet e vo darvoudoù gant ar C’huzul-rannvro evit brudañ an holl abadennoù a c’hall kemer perzh e Breizh Cop ha dre-se degas ar startijenn a

zo ezhomm evit ober berzh. Gant al labelaat-se e vo lakaet an darvoudoù war wel e-barzh ul lusk hag a sell ouzh ar Rannvro a-bezh.
Gouzout hiroc’h war ar galv d’ar raktresoù