Ekonomiezh
Luskat ar « Breizh Fab » evit modernaat an industriezh e Breizh

A-viskoazh eo bet Breizh ur vro a industriezh ha ret eo dezhi delc’her da vezañ ! He c’hevelerien evit diorren hec’h ekonomiezh (Stad, Rannvro, industriourien) o doa sinet « steuñv industriel Breizh 2020 » d’ar Meurzh 27 a viz Meurzh kement hag adlavaret o bolontez boutin dezho-holl : ur stignad tiriadel, « Breizh Fab » e anv, diazezet war dri ahel evit modernaat an industriezhoù michererezh e Breizh ac’hann da 2020.


L'entreprise Multiplast Stephane Cuisset

E-kerzh an eil « Open an industriezh », e miz Here diwezhañ e Sant-Brieg, en doa lavaret Martin Meyrier, besprezidant ar Rannvro evit an ekonomiezh, an neveziñ, an artizanerezh hag an embregerezhioù bihan hag etre, eo ret kaout « un industriezh kreñv evit diorren hon ekonomiezh hag hon implijoù ». Gant Breizh Fab e ouestl an holl obererien war dachenn an diorren ekonomikel e Breizh (Stad, Rannvro Breizh, industriourien, obererien ekonomikel) dougen ur raktres a-stroll evit reiñ lañs d’an industriezhoù michererezh e Breizh. Ar pal : sikour anezho, gant ur programm skoazell klok, da dalañ ouzh an dalc’hoù stag ouzh ar modernaat hag an neveziñ a vez diraze hiziv an deiz.

 

« Breizh Fab » : 3 dalc’h hag ur steuñv obererezhioù

Diazezet eo « Breizh Fab » war dri dalc’h pennañ hag un toullad diarbennoù a ya d’ober ar stignad-se evit reiñ lañs da gresk an embregerezhioù industriel e Breizh

  • Dalc’h 1 – Skoazellañ cheñchamant an industriezh e Breizh
    Sikour an industriourien hervez pevar danvez – an diawel/strategiezh, an efedusted, ar business, an arc’hantañ – gant moduloù, a-hiniennoù pe a-stroll, ha gant ar programm « Industriezh an Amzer-da-zont » nevesaet.
  • Dalc’h 2 – Kreñvaat ar c’henlabour etre industriourien, obererien ekonomikel hag obererien bublik
    Ul lec’h eskemmoù eo « Breizh Fab », gantañ e klasker aesaat an eskemmoù frouezhus etre an obererien war dachenn an industriezh e Breizh, hag emichañs e vo digoret an traoù da gevelerien all en ekoreizhiad evit kreñvaat al lusk-se a-stroll. Gant un darvoud bep bloaz, Open an industriezh, ha mareoù evit kendivizout da-geñver poellgor diorren an industriezhoù e Breizh (CDIB).
  • Dalc’h 3 – Brudañ Breizh an industriezhoù
    Ur vro a industriezhoù eo Breizh ivez, gant stalioù hag a zo e-touez ar re gentañ er bed war o zachenn (PSA, Naval Group, Thales...), start up-où startijenn ganto hag ur rouedad embregerezhioù bihan hag etre ha bihan-tre hag a vez o neveziñ, oc’h ezporzhiañ, o krouiñ implijoù er vro. Pal Breizh Fab eo ivez lakaat brudañ barregezhioù an embregerezhioù-se, youl ganto, hag a vez o c’hounit tachennoù nevez.

 

Ur budjed 4 M€

Dont a ra 60% eus budjed « Breizh Fab » a-berzh ar Rannvro hag Europa (FEDER). Ar budjed zo 4 M€ evit tri bloaz evit kreñvaat an industriezh e Breizh, da glokaat ar skoazelloù hag ar stignadoù a c’hall an embregerezhioù, e forzh peseurt gennad e vefent, kaout digant ar Rannvro.

 

Ezel eus French Fab

 

Emañ Breizh Fab el lusk douget gant French Fab evit brudañ ha treuzfurmiñ an industriezh e Frañs. Klotañ a ra tre-ha-tre gant spered ha palioù ar stignad dedennañ-se lañset e miz Here 2017 gant ministr an Ekonomiezh hag an Arc’hant :

  • Pouez an industriezh en ekonomiezh
  • Ret eo mont buanoc’h evit modernaat an embregerezhioù, dreist-holl war an dachenn niverel
  • Ar c’hoant da gevreañ an ekoreizhiad industriel, er rannvro gant Breizh Fab, hag e Frañs a-bezh gant French Fab
  • Ar c’hoant da lakaat gwellentez industriezh Frañs war wel

 

Ar sifroù
Industriezhoù michererezh Breizh

An holl c’hennadoù eus industriezh Breizh a ya d’ober an industriezhoù michererezh, war-bouez industriezh ar boued : gennadoù hengounel evel ar vetalouriezh, ar mekanikerezh hag ar blasturgiezh, ha gennadoù nevezadus evel an elektronik pe ar pellgehenterezh. Unan eus perzhioù solutañ an ekonomiezh hag al labour eo e Breizh pa dalvez :

  • 8 000 embregerezh
  • 1 implij en industriezh evit 3 er gennadoù all
  • 100 000 post labour war-eeun
  • 85 % eus an ezporzhiañ war dachenn an industriezh
  • 13 miliard € a werzh ouzhpennet
  • 4 miliard € postet bep bloaz

 

Kevelerien « Breizh Fab »

Ar Stad, ar Rannvro, CETIM, Unvaniezh Industriezhoù ha Micherioù ar Vetalouriezh (UIMM) evit Breizh, KKI Breizh, an Ensavadur Maupertuis, Plasti Ouest ha FIM,


Lañset e oa bet « Breizh Fab » en un doare ofisiel d’ar 27 a viz Meurzh 2018, e ti an embregerezh Sameto Technifil e Dinan.