Kendiviz
An divizoù e dalc’h an 22 a viz Mezheven

Steuñv Breizh evit an dour, merañ al lastez, brastres-ren madoù diloc’h al liseoù, kanolioù ha hentoù bageal : lennit an holl zivizoù kemeret e dalc’h diwezhañ ar C’huzul-rannvro.

Elus régionaux en session
L'Oeil de paco

Ar roll-labour berr-ha-berr

  • Danevell obererezh ha diorren padus 2017 
  • Danevell arc’hant 2017
  • Danevell bloaz diwar-benn an dispignoù gouestlet da skoazelloù ar Stad e 2017 gant ar strollegezhioù lec’hel hag o strolloù e Rannvro Breizh
  • Raktres divizad daskemm niv. 1 e budjed 2018
  • Danevelloù diwar-benn ar perzh kemeret gant ar Rannvro war meur a dachenn - Embregvezh 2017
  • Ar politikerezh prenañ e servij an ekonomiezh – Brastres ar prenadennoù a skiant vat a-fet ekonomiezh
  • Merañ al lastez ha talvoudekaat an danvezioù
  • Mont war-zu sevel ajañs Breizh ar vevliesseurted
  • Steuñv Breizh evit an dour ha strategiezh ar Rannvro evit gwareziñ danvez an dour hag ar meteier dourel
  • Danevell an evezhiadennoù klok a-berzh kambr rannvroel ar c’hontoù e Breizh diwar-benn ar politikerezh evit diorren an touristerezh
  • Kanolioù ha hentoù bageal e Breizh : Diazezoù ur strategiezh rannvroel evit diorren ha talvoudekaat
  • Brastres-ren madoù diloc’h al liseoù publik – Pelec’h omp en em gavet ganti ?
  • Lise Su Roazhon
  • Sturfollenn Mor & Arvor gant Rannvro Breizh evit ar maread 2018-2022
  • Ar stroll etreporzhioù « Pesketaerezh e Breizh » - Lañsañ un intrudu breizhat evit kevezusted ar pesketaerezh dre ar porzhioù
  • Adwelet politikerezh tiriadel ar Rannvro – Aprouiñ ar gevrat keveliñ Stad / Rannvro / Bodad Inizi ar C'huzh-heol
  • Ali ar C’huzul-rannvro war ar raktres rannvroel yec’hed Breizh 2018-2022 prientet gant ajañs rannvroel ar yec’hed

 

Ha gwelit war-lerc’h an dalc’h
An divizoù pennañ kinniget deoc’h
Prezegenn ar Prezidant Loïg Chesnais-Girard evit digeriñ an dalc’h
Videoioù ar c’hendivizoù


Tags : Assemblée

Publié le


Partagez ce contenu