Arkeologiezh danvor
Klask peñse La Cordelière

Abalamour da glask adkavout peñse La Cordelière ha hini ar Regent, div vag hag a oa aet d’ar strad e-kerzh un emgann e 1512, eo en em lakaet Rannvro Breizh asambles gant Rann an Enklaskoù Arkeologel Danzour ha Danvor e Ministrerezh ar Sevenadur, evit ur c’houlzad furchadegoù danvorel nevez.

Plongeur sous-marin avec une torche
André Malraux, navire de recherche du DRASSM déployant sur la zone de prospection différents moyens de détection électronique nécessaires à la caractérisation d'anomalies susceptibles de signaler les épaves recherchées. Frédéric Osada / Images Explorations/ DRASSM

Da-geñver he folitikerezh evit talvoudekaat ar glad he deus divizet Rannvro Breizh skoazellañ ar c’houlzad furchadegoù nevez-se asambles gant Rann an Enklaskoù Arkeologel Danzour ha Danvor e Ministrerezh ar Sevenadur (DRASSM). Kaset e vo ar c’houlzad furchadegoù en-dro gant al lestr skiantel "André Malraux", betek an 13 a viz Gouere. Ar pal : adkavout peñseoù Marie-la-Cordelière hag ar Regent, daou lestr brudet-kaer hag a oa aet d’ar strad e doureier Breizh, etre Mulgul Brest ha Beg Lokmazhe e 1512. 
Furchet e vo dindan ar mor e lec’hioù ma n’eus bet graet enklask ebet betek-henn, en un takad 25 km2 dezhañ nepell diouzh antre Mulgul Brest. E bourzh al lestr e vo ur skipailh ur pemzek den bennak ennañ : arkeologourien danvor, istorourien eus Skol-veur Kreisteiz Breizh hag eus ar stroll a laz skiantel war Istor ar mor, robotegouriens eus ENSTA (Skol vroadel uhel an teknikoù araokaet) Brest, geomorfologourien eus an EFREMOR ha prizachourien eus ar SHOM (servij hidrografek hag oseanografek ar verdeadurezh).

Un tamm Istor

Savet e oa bet Marie-la-Cordelière e 1498 war urzh an dugez Anna Vreizh. D’ar c’houlz-se e oa unan eus al listri kreñvañ a oa e flodad Breizh. D’an 10 a viz Eost 1512, da-heul un emgann dreistordinal enep an arme saoz, etre Mulgul Brest ha Beg Lokmazhe, e reas peñse asambles gant ar Regent, ar vegenn eus an armada saoz, a oa o stourm outi bourzh-ha-bourzh. Abaoe n’eus bet gwelet roud ebet eus al listri aet d’ar strad ouzhpenn 500 vloaz zo

 

Sikouret e vez an arkeologiezh danvorel gant ar Rannvro

Un hêrezh eo an arvor e Breizh, rak-se he deus divizet ar Rannvro ober enor d’an arkeologiezh danvorel da-geñver he folitikerezh evit lakaat ar glad war wel. Setu m’he doa lañset ur galv d’ar raktresoù e 2016, NEPTUNE e anv, evit reiñ skoazelloù arc’hant d’an oberoù war dachenn an arkeologiezh danvorel. Talvezout a ra NEPTUNE koulz er mor, en aod vev hag en aberioù, rak n’eo ket bet diskoache c’hoazh an holl deñzorioù a zo dindan ar mor e Breizh, a-hed an arvor 2 730 km dezhañ hag an 800 enezenn pe enezennig, pell ac’hano.

Tags : Patrimoine Mer

Publié le


Partagez ce contenu