Politikerezh ar stummañ
An distro-skol zo evit an holl Vreizhiz er stummadurioù !

Prestik emañ an distro-skol evit 147 000 a liseidi, 19 000 deskard, 8 000 studier er gennad yec’hedel ha sokial, hag ivez evit 25 000 a stajidi er stummadurioù dibaouez. Karget eo ar Rannvro eus ar stummañ kentañ ha dibaouez, rak-se e laka arc’hant abalamour d’an holl, e pep lec’h e Breizh, da vezañ par-ha-par evit a sell ouzh gallout bezañ stummet : stad an traoù dre ar sifroù.


L'oeil de Paco

Pelec’h bennak e vefe o chom, petra bennak e vefe e renk er gevredigezh, kement Breizhad zo a anavez unan bennak hag a zo, pe a zo bet, sikouret gant ar Rannvro en e hentad stummañ. Eus ar stummerezh kentañ (el lise, evel deskard…) d’ar stummañ dibaouez (tud dilabour, tud hag a zo o klask cheñch micher, prizonidi…), anez ankouaat kelennadurezh ar brezhoneg, ledan-tre eo he c’hefridioù diwar vremañ.

« E-touez hor c’hefridioù emañ ar stummañ ha, dreist-holl, tremen a ra a-raok pep tra : karget omp da stummañ ar Vreizhiz evit prientiñ an amzer-da-zont ha sikour pep hini en e hentad buhez a vez o kregiñ pe oc’h adkregiñ », eme ar Prezidant Loïg Chesnais-Girard.

Daou dra zo en dalc’h evit Rannvro Breizh : ober diouzh ma vo par an holl evit ober berzh ha gallout cheñch hent a-hed o buhez, ha war un dro respont da ezhommoù an embregerezhioù hag an tiriadoù. Postañ arc’hant, obererezhioù a sikour an « deskidi » : stad an traoù evit a sell ouzh dalc’hoù an distro-skol-mañ a ranko ar Rannvro talañ outo, pa laka ouzhpenn 500 M€ evit se, da lavaret eo 1/3 eus he budjed.

Liseoù
Ober diouzh ma c’hallo an holl ober berzh

Actu bzh Rentree18 RegionBretagne 1

Sevel ha nevesaat al liseoù, pourchas ostilhoù pedagogel hag urzhiataerezh, herberc’hiañ ha servijout predoù, hag ivez skoazellañ ar raktresoù desavadurel ha sikour ar familhoù : implijet e vez he holl varregezhioù gant Rannvro Breizh evit sikour ar 147 000 a liseidi d’ober berzh en 244 a liseoù publik ha prevez a zo e Breizh, gant sikour 2432 a wazourien deknikel.

An traoù d’ober da gentañ e 2018

Er bloaz-mañ e laka ar Rannvro 230 M€ e-barzh 55 chanter nevesaat hag a zo merket e brastres postadur diloc’h al liseoù 2016-2021, krog eo gant he steuñv skolioù-lojañ evit 18 lise, emañ oc’h echuiñ kempenn ur steuñv evit espern an energiezh a-benn fin ar bloaz (staliañ energiezhioù nevezadus, sachañ evezh al liseidi war an ekojestroù), delc’her da bourchas ostilhoù niverel d’al liseidi...

Distro-skol 2018 e liseoù Breizh

Deskardelezh 
Stummañ 20 000 deskard, eus ar CAP d’an diplom ijinour

Actu bzh Rentree18 RegionBretagne 2

En distro-skol-mañ en em gaver gant ar reolennoù nevez divizet gant ar gouarnamant evit a sell ouzh an deskardelezh : adwelet an doare da stummañ a-bep-eil « abalamour d’ar frankiz gant pep hini da zibab e amzer-da-zont a-fet micher », e-se e vo lamet digant ar Rannvroioù, adalek 2020, ar binvioù pennañ a vez implijet ganto : kartenn ar stummadurioù, aotren digeriñ stummadurioù nevez, sinañ kevratoù gant ar c’hKSD... Delc’her a ray Rannvro Breizh d’ober war-dro stummañ deskarded war 310 micher betek 2020 hag adlavaret a ra pegen talvoudus eo eviti kaout ur rouedad KSD nes liammet start ouzh embregerezhioù ar vro, bras, bihan hag etre.

An traoù d’ober da gentañ e 2018

  • A-benn 2020 : stummañ 20 000 deskard, eus ar CAP d’an diplom ijinour, en 38 kreizenn stummañ evit an deskarded (KSD) a zo e Breizh, e 155 lec’h disheñvel.
  • Sikour ar re yaouank : skoazell da brenañ ar benveg micherel 1añ (eus 60 betek 300 €) hag ar skoazell Argoad evit ar monedone, an herberc’h hag ar predoù (betek 800 € ar bloaz) a vo dalc’het ganto. Ur gwir daol-lañs evit parraat ouzh ar frejoù evit daou lojeiz disheñvel : lec’h m’emañ ar skol ha lec’h m’emañ an embregerezh.

Stummadurioù yec’hedel ha sokial
8 000 plas evit stummañ ambrougerien nes

Actu bzh Rentree18 RegionBretagne 3

Karget eo Rannvro Breizh eus ar savadurioù, an ostilhoù, hag ivez eus kartenn ar stummadurioù gant ar 14 ensavadur evit stummañ war ar prederioù klañvdiour (Ifsi) pe war micherioù ar yec’hed (Ifps), ha labourat a ra evit diorren ur c’hinnig stummadurioù lezvezegel ha sokial e Breizh evit respont da ezhommoù an dud enni ! Arc’hantaet e vez an ensavadurioù-se gant ar Rannvro abalamour da ginnig ambrougerien nes e pep lec’h e Breizh ha ganto e vez stummet, bep bloaz, 8 000 den a vicher hag a yay da goskor prederiañ ha da labourerien sokial.

An traoù d’ober da gentañ e 2018

  • Ur budjed 53,5 M€, en o zouez 6 M€ a yalc’hadoù evit studierien 
  • Sevel ha nevesaat : staliet ez eus daou ensavadur e lojeiz nevez en distro-skol-mañ, e Felger-Yaoueneg hag e Sant-Brieg (6,5 M€ a labourioù en hini kentañ ha 7 M€ en eil)
  • Pourchas ostilhoù : er skolioù ez eus ostilhoù drevezañ evit kustumiñ ar studierien ouzh perzhioù gwirion o micherioù (manikined kevreet, salioù drevezañ gant ur savenn niverel evit gallout gwelet al labourioù pleustrek war-eeun…)
  • An 8000 studier dre ar sifroù : 1 262 blas digoret d’ar studierien da vont da adklañvdiourien hag 48 plas e deskardelezh (stummadur e-pad ur bloaz), 3 546 plas evit klañvdiourien er stummadurioù evit 3 bloaz (3 rummad 1182 studier), 318 plas evit an  ambulañserien, en o zouez 95 arc’hantaet gant ar Rannvro (stummadur e-pad 6 miz), 1 098 plas evit ar stummadurioù mezegel pe lezvezegel all (amiegez, leuñvour, eilbabigour, ficher-treid…), 1 724 plas er stummadurioù war al labour sokial (edukatour arbennikaet, skoazeller servij sokial, edukatour teknikel arbennikaet, monitour-edukatour, ambrouger desavadurel ha sokial...)
  • Ur stummadur nevez evit mont da eilbabigour en IFPS Gwened, a-benn distro-skol 2019.

Plas da yezhoù Breizh

Actu bzh Rentree18 RegionBretagne 4

Stummañ ar gelennerien, skoazellañ kelenn ar brezhoneg hag ar gallaoueg… : lakaet e vez nerzh hag arc’hant gant Breizh evit reiñ lañs d’he yezhoù rannvro. Ober a ra berzh : ne baouez ket niver ar vugale da greskiñ er c’hlasoù divyezhek (publik, prevez ha Diwan) hag emaomp, ar bloaz-mañ, war-nes tremen en tu all da 18 000 skoliad hag a vo o teskiñ brezhoneg er skol !

An traoù d’ober da gentañ e 2018

  • Stummañ kelennerien war ar c’helenn divyezhek : ne vo lakaet niver ar vrezhonegerien hag ar c’hallaouegerien da vont war greskiñ nemet adal ma talc’ho tud vras da stummañ re yaouank war yezhoù Breizh. Rak-se e vez sikouret stummañ kelennerien gant ar Rannvro, gant an daou stignad Skoazell (skoazellañ a-hiniennoù ar studierien e master a zo o prientiñ kenstrivadegoù evit ar c’helenn divyezhek) ha Desk (skoazell a-hiniennoù evit broudañ an dud da vont war-zu ar c’helenn divyezhek).
  • Sikour liseoù Diwan : kreskiñ lise Karaez, digeriñ unan e Gwened. Adalek ar mareoù kentañ eo bet ar Rannvro o skoazellañ ar skolioù kevredigezhel, digoust ha laik a ya d’ober rouedad Diwan, hag emañ e-sell da lakaat ur budjed a 3 M€ evit kreskiñ al lise Diwan e Karaez. Ouzhpenn-se e talc’ho da studiañ an doare ma vo staliet un eil lise e Gwened a-benn 2020-2021.

Ar stummañ dibaouez

Bep bloaz e vez skoazellet 25 000 stajiad e stummadur dibaouez gant ar Rannvro ivez : tud dilabour dre stummadurioù da zeskiñ ur vicher, tud diaes an traoù ganto hag o dez ezhomm da adtapout barregezhioù a-raok en em stummañ, re yaouank hag o deus paouezet gant o studioù, tud nammet, prizonidi… Ober a ra war-dro, dreist-holl, goproù an dud n’int ket stag ouzh Pol implij, pe n’int ket ken, hag a grog gant ur stummadur micherelaat pe gant stignadoù zo a-raok deskiñ ur vicher.

Stlenngrafennoù :

"Sifroù an distro-skol el liseoù"
147 000 a skolidi ; 2 432 a wazourien ha gwazourezed eus ar Rannvro evit ar c’hempenn, an degemer, ar predoù hag al lojañ el liseoù publik ; 10 milion a bredoù servijet bep bloaz ; 56 skol-lojañ el liseoù hag e skolioù rannvroel an deskadurezh azasaet publik ; 12 513 a ziabarzhidi e distro-skol 2017

"An deskardelezh e Breizh"
81.5 milion a euroioù roet gant ar Rannvro evit an deskardelezh e 2018 ; 19 000 deskard ; 310 micher ; 38 kreizenn stummañ evit an deskarded e 155 lec’h disheñvel ; 43 stummadur nevez-digoret, eus ar CAP d’ar Master

"Ar filierenn yec’hedel ha sokial e Breizh"
2 Ensavadur stummañ nevez evit micherioù ar yec’hed, digoret e 2018 e Felger-Yaoueneg hag e Sant-Brieg ; Ur budjed 53 milion a euroioù ar bloaz ; Deskiñ ar plegennoù prederioù e degouezhioù gwirion drevezet

"Yezhoù Breizh"
17 028 a skolidi pa gonter an holl filierennoù divyezhek galleg-brezhoneg en akademiezh Roazhon e 2017-2018 ; 537 skoliad e kelenn diret ar brezhoneg e 2017-2018 ha 286 skoliad e kelenn diret ar gallaoueg e 2017-2018

Publié le


Partagez ce contenu