An distro el labour-douar
Breizh, er penn a-raok evit an debriñ mat en amzer-da-zont

Un toullad devezhioù a-raok digoradur saloñs ar sevel loened e Roazhon (Space, eus an 11 d’ar 14 a viz Gwengolo) en deus lavaret sklaer ar prezidant Loïg Chesnais-Girard e fell d’ar Rannvro sikour muioc’h filierennoù al labour-douar ha re industriezh ar boued da cheñch o doareoù ha da lakaat Breizh er penn a-raok evit an debriñ mat en amzer-da-zont.

vache
Ampartiz an dud a vicher, ar varregezh da neveziñ, patromoù a bep seurt... : gallout a ra Breizh kontañ war he ferzhioù gwellañ. JC Moschetti

Soñjal da vat a ra prezidant ar Rannvro eo ret-mat mont war-zu patromoù nevez ha goude bezañ gwelet penaos eo bet gouest an obererien d’en em sevel er mizioù diwezhañ, e kred ez eus danvez e Breizh evit bezañ er penn a-raok evit an debriñ mat en Europa. En lavaret a ra sklaer en e bennad « Dleet eo da Vreizh bezañ er penn a-raok er cheñchamantoù bras a sell ouzh an debriñ mat » (sellet izeloc’h) : emaomp en ur blegenn gant cheñchamantoù sokial, kemmoù niverel, redioù e-keñver an endro hag an ekonomiezh, rak-se e rank al labour-douar cheñch. Emañ ar Rannvro a-unan gant an dud a labour war an dachenn-se evit luskañ ha skoazellañ ar cheñchamantoù-se. Seblantoù a ra deomp gwelet, ar pezh ne oamp ket evit soñjal un toullad mizioù pe bloavezhioù zo, eo krog an dud da gompren an dalc’hoù hag e fell da dud zo ober traoù hag emdreiñ.

Ar perzhioù gwellañ evit bezañ er penn a-raok !

Ampartiz an dud a vicher, barregezh da neveziñ, gwellentez yec’hedel, ur stummadur hag a ra berzh, produioù kemmesk, patromoù a bep seurt, bezañ gouest da vodañ an obererien, dezho da labourat asambles : ganeomp emañ ar perzhioù gwellañ evit mont war-raok. Ar Rannvro he deus he ferzh da gemer en afer.
Fellout a ra dezhi delc’her gant hec’h obererezhioù ha mont pelloc’h ganto, broudañ an obererien e Breizh da labourat asambles evit bezañ er penn a-raok. Bezañ er plas kentañ war dachenn an debriñ mat eo ar pal a ranko bezañ tizhet gant filierennoù al labour-douar ha re industriezh ar boued e Breizh abalamour da zegas korvoderioù sur d’ar broduerien, gwareziñ kalite an endro, mont diouzh ezhommoù ar gevredigezh ha delc’her postoù-labour.

Breizh er Space

Kenlabourat a ra ar Rannvro gant ar Space, gant se e kemero perzh en emgav etrebroadel bloaziek-se, gouestlet d’ar sevel loened, etre an 11 hag ar 14 a viz Gwengolo. Eno, evel bep bloaz, e lakay anaout hec’h oberoù evit sikour filierennoù al labour-douar ha re industriezh ar boued : ur gennad istorel en ekonomiezh Breizh hag a rank emdreiñ hiziv an deiz.

Publié le


Partagez ce contenu