Labourioù
Lakaet eo ar maen kentañ evit sevel al lise Simone-Veil da zont

D’ar Gwener 7 a viz Gwengolo e oa bet lakaet ar maen kentañ evit sevel al lise da zont e Liverieg, diwar neuze eo ofisiel an anv ha krog eur gant al labourioù a bado betek 2020.

Loïg Chesnais-Girard lors du dévoilement de la plaque "Simone Veil" au lycée de Liffré
Thomas Crabot

Dalc’het e oa bet al lid d’ar Gwener 7 a viz Gwengolo ; eno e oa Loïg Chesnais-Girard, prezidant Rannvro Breizh, Armande Le Pellec Muller, rektorez Rannvro-akademiezh Breizh, ha Guillaume Bégué, Maer Liverieg. 

Ar mare pouezusañ en abadenn e voe dioueliadur ur blakenn (e galleg, brezhoneg ha gallaoueg) ma renter enor da Simone Veil, ur vaouez veur e bed ar politikerezh hag e hini al lizhiri, bet Ministrez ar Yec’hed ha Prezidantez kentañ Parlamant Europa. El lid e oa ivez skolidi 4e klas eus ar skolaj Martin Luther King e Liverieg. Tro o deus bet neuze da selaou un destenn skrivet gant mibien Simone Veil ha lennet gant Pierrick Massiot, a oa Prezidant ar Rannvro pa oa bet divizet sevel al lise-se.

Ur mell chanter

Ezhomm a vo da lakaat 46,8 milion a euroioù en holl ha war-dro daou vloavezh labourioù. Gallout a ray al lise nevez-se degemer etre 1200 ha 1500 a liseidi ha staliet e vo war un dachenn 46 000 m² dezhi e diabarzh ur c’hampus gouestlet d’ar sevenadur, d’ar sport ha d’an deskadurezh, hag a gaver ennañ skolioù, skolajoù, salioù-sport, ur poull-neuial, ur greizenn sevenadurel, ur stad atleterezh, tachennoù mell-droad, ur voger grapañ…

Ul lise ekologel

Ar savadurioù, empennet gant ar studi savouriezh Chomette-Lupi ha Kevelerien, a vo savet e-kreiz ur park kempennet, hag implijet e vo koad ha danvezioù ekologel dreist-holl kement ha kemer an diorren padus e kont : dispign nebeutoc’h a arc’hant evit an energiezhioù (struzhañ, reizhiadoù bevhinadel evit tommañ, sklêrijennañ hag aerañ...), ober gant energiezhioù nevezadus (produet e vo an tredan gant panelloù fotovoltaek lakaet war an toennoù).

 

Ar Rannvro eo a zo karget da sevel ha da nevesaat al liseoù

Kaset e vez ul labour hollek ganti (kendivizet e vez an traoù gant ar rektorelezh akademiezh) evit mont diouzh kresk an niver a liseidi e tolpad-kêrioù Roazhon. Krog eo gant ur programm evit kreskiñ al liseoù ha sevel tri lise nevez e Ploermael, Kastell-Geron ha Liverieg.

Loïg Chesnais-Girard, Président de la Région Bretagne, lance officiellement les travaux du futur lycée de Liffré
Cérémonie de lancement en présence d'Armande Le Pellec Muller, recteur de la Région académique Bretagne et Guillaume Bégué, Maire de Liffré, ainsi que des enseignants et élèves du collège Martin Luther King de Liffré.
Les enseignants du collège Martin Luther King ont joué l'Hymne à la joie lors de la cérémonie
Dévoilement de la plaque rendant hommage à Simone Veil, qui donne son nom au futur lycée
Plaque en hommage à Simone Veil, en français, breton et gallo

Tags : Lycée

Publié le


Partagez ce contenu