Politikerezh rannvro
Rannvro Breizh a ya pelloc’h gant hec’h oberoù evit an ingalded maouezed-gwazed

Rannvro Breizh zo bet unan eus ar strollegezhioù kentañ o reiñ lañs d’ur politikerezh rannvro evit an ingalded maouezed-gwazed : hiziv an deiz e fell dezhi mont pelloc’h gant ar politikerezh-se. Votet ez eus bet un divizad gant ar guzulierien-rannvro e dalc’h ar C’huzul-rannvro e miz Here 2018.

Jeune femme et jeune homme cuisinant
Fellout a ra d’ar Rannvro sellet pizh ouzh an holl bolitikerezhioù rannvro e-keñver an ingalded. Emmanuel Pain

Lusket e oa bet politikerezh ar Rannvro evit an ingalded maouezed-gwazed e 2004, pemzek vloaz eo bremañ neuze. Aet eo an traoù war wellaat war dachennoù zo, re wir eo, daoust da se ez eus eus an dizingalded bepred war dachennoù all, siwazh... Se zo kaoz he deus divizet ar Rannvro mont pelloc’h c’hoazh gant hec’h oberoù war an dachenn-se hag aprouet he deus ur sturfollenn bleustrek nevez evit lakaat an ingalded da vont war-raok. E-mesk diazezoù pennañ he labour e vo sellet pizh ouzh ar politikerezhioù a zo stag ouzh he c’hefridioù e-keñver an ingalded evit gwelet penaos lakaat anezho da cheñch, ha sikouret e vo ar pezh a vez graet evit an ingalded el lec’h-mañ-lec’h e Breizh

Tri ahel pennañ

  • Bezañ war evezh, skignañ ha bodañ : evit brudañ sevenadur an ingalded e pep lec’h e Breizh. Ar pal eo gwelet ha muzuliañ gwelloc’h an dizingalded e Breizh evit lakaat ar politikerezhioù publik da vont diouzh an ezhommoù ha skoazellañ ar pezh a vez graet el lec’h-mañ-lec’h gant ar strollegezhioù hag an obererien e Breizh. Evit en ober e vo graet ur galv da ziskouez e youl e 2019.
  • Degas mennozh an ingalded e-barzh an holl bolitikerezhioù gant ar Rannvro :dezho da gemer muioc’h an ingalded maouezed-gwazed e kont. Un dra nevez : bep bloaz e vo dibabet un ober bennak pe zaou da vezañ sevenet a-raok pep tra, abalamour da vont pelloc’h ganti e-keñver an ingalded war an dachenn dibabet. Evit 2019 ez eus dibabet lakaat ar pouez war dachenn ar stummañ hag an implij.
  • Ober e diabarzh hon aozadur : evit diskouez ar skouer vat evel implijerez. Delc’her a ray Rannvro Breizh da labourat evit gwellaat an ingalded e-barzh e servijoù. Krog eo da vont e darempred gant an Afnor evit nevesaat he label Ingalded vicherel evit an drede gwech (e-touez ar rannvroioù n’eo bet roet al label-se nemet da Vreizh).

Video : Peseurt politikerezh rannvro evit an ingalded ?

.

An ingalded maouezed-gwazed e Breizh

Anne Patault, besprezidantez karget eus an ingalded, an neveziñ sokial ha buhez ar c’hevredigezhioù, a ginnig deomp an 3 ahel a vo diazezet warno politikerezh ar Rannvro evit an ingalded.

 

Ur sturlevr evit ur c’hehentiñ foran evit an holl

Diskouez maouezed ha gwazed en un doare kempouez, lakaat yezhoù Breizh war wel ha digeriñ ar c’heleier d’an holl : gouestlañ a ra ar Rannvro ober gant ur c’hehentiñ foran evit an holl hag embannet ez eus ur sturlevr ganti war an doareoù mat d’ober ha da vezañ. D’ober petra ar sturlevr-se ? Evit sikour gwazour·ien·ezed ar Rannvro, en o c’hefridioù pemdez, da lakaat an titouroù digor d’an holl ha da lakaat an dud lies a ya d’ober hor c’hevredigezh war wel e teulioù kehentiñ ar Rannvro, forzh peseurt re e vefent.
Se zo kaoz e kaver, er sturlevr-se, alioù hollek d’ober d’an dud en em soñjal war ar pezh a vez skrivet ha produet ganto, hag erbedennoù pleustrek evit a sell ouzh skrivañ, ober gant skeudennoù pe an empennañ grafek : daoust ha ne zegaser ket stereotipoù gant ar skeudenn-mañ-skeudenn ? Penaos lakaat un tamm testenn da-heul ur skeudenn evit pouezañ war ar pezh a fell d’an den lavaret ? Penaos eeunaat ha pajennaozañ un destenn abalamour da aesaat d’an dud kavout titouroù ? Ur steurlevr pleustrek.

Ar Sturlevr evit ur c’hehentiñ foran evit an holl


Publié le


Partagez ce contenu