Filierennoù an amzer-da-zont
Rannvro Breizh a sikour ar stalioù labour-douar da cheñch stumm

Abalamour da lakaat Breizh da vezañ unan eus ar rannvroioù kentañ evit a sell ouzh debriñ mat, e ro ar Rannvro sikour d’ar stalioù labour-douar da cheñch o doareoù da labourat evit mont war-zu ul labour-douar hag a zoujo muioc’h an endro, gant un toullad skoazelloù resis.

vaches
Ur stal da broduiñ laezh bio gant saout rous an Alpoù, e Sant-Ivi (Penn-ar-Bed).© L'Oeil de Paco L'Oeil de Paco

D’an 11 a viz Genver e oa bet Olivier Allain, besprezidant Rannvro Breizh karget eus al labour-douar hag eus industriezh ar boued, o welet Vincent ha Lydie Joyeux en o feurm e Lokoal-Mendon. An digarez e oa da weladenniñ o atalier da dreuzfurmiñ al laezh hag ar stal ma vez gwerzhet o froduioù gant ar merk « le p’tit fermier de Kervihan » (gwelet ar « sell a-dost » e traoñ ar bajenn-mañ) : ar pezh a reont zo ur skouer vat eus ar gwel eus ul labour-douar en amzer-da-zont, liesseurt, nerzh gantañ ha padus, a vez heñchet obererezh ar Rannvro gantañ. Fellout a ra d’ar Rannvro, da vat, sikour ar filierenn-se da emdreiñ ha da cheñch evit mad an endro pa’z eus ganti ur pouez istorel en ekonomiezh Breizh. Rak-se he deus lakaet e pleustr un toullad skoazelloù resis hag a zalc’h kont war ar memes tro eus an ekonomiezh hag eus an endro.

An treuzkemm evit an endro gant ur filierenn istorel

Ar pal : sikour an dud d’en em staliañ, da vont war-zu al labour-douar bio, hag ivez da zelc’her gant atantoù liesgounid ha sevel loened diouzh doare an agroekologiezh. Evit sikour an emdroadur-se e laka ar Rannvro diarbennoù da dalvout abalamour da vroudañ an teknikoù hag an doareoù hag a zouj a endro (an diarbennoù labour-douar, endro hag hin anvet Maec), hag ivez da liesaat an obererezhioù en atantoù : meur a seurt produioù, treuzfurmiñ war al lec’h, gwerzhañ war-eeun…

Breizh a resev he lodenn eus ar font europat FELDAM

Evit 2014-2020 e sav da 368 M€ al lodenn eus ar FELDAM a vez roet da Vreizh.

Sikour ar stalioù labour-douar bio

Rannvro Breizh eo ar bennadurezh merañ evit a sell ouzh Font Europa al labour-douar evit diorren ar maezioù (Feader). Gant se e ro skoazelloù rannvroel arc’hantaouet gant ar font-se evit sikour an atantoù bio gant meur a ziarbenn :

  • An diarbennoù evit delc’her gant al labour-douar biologel (MAB)
    E-kerzh ar maread 2015-2018 ez eus bet sikouret ouzhpenn 1 300 stal gant an diarbennoù-se, a save da 17,71 M€.
  • An diarbennoù evit Mont war-zu al labour-douar biologel (CAB)
    War ar memes tro, evit ar memes maread, ez eus bet roet 32,8 M€ evit sikour tost da 1 000 atant da vont da stalioù bio.

Sikour ar stalioù labour-douar liesgounid ha sevel loened

Ar Rannvro a sikour ivez delc’her gant an doareoù labour-douar troet war-zu al liesgounid hag ar sevel loened diouzh spered an agroekologiezh evit digreskiñ implij ar produioù a bep seurt : roet ez eus bet 133 M€ da ouzhpenn 3000 atant hag o deus bet ur MAEC reizhiadoù etre 2015 ha 2018.

Liesaat obererezhioù ar stalioù labour-douar

Ouzhpenn-se, gant ar Rannvro bepred, e vez broudet ar stalioù labour-douar da liesaat o obererezhioù, dreist-oll treuzfurmiñ o froduioù war al lec’h ha gwerzhañ anezho war-eeun.
E-kerzh ar maread 2015-2018 ez eus bet roet da ouzhpenn 200 atant 3,6 M€ a sikourioù publik, en o mesk 1,7 M€ digant ar Rannvro, evit raktresoù postañ hag a save da 11,2 M€ en holl.

Ur sell a-dost ouzh…
Feurmour bihan Kervihan

Sportour a live uhel e oa-eñ war dachenn ar bageal-dre-lien, karget e oa-hi eus ar marketing e Bic Sport. E 2011 e oa graet o soñj gant Lydie ha Vincent Joyeux cheñch buhez ha neuze adkemer ur stal labour-douar. Sikouret int bet d’en em staliañ gant Rannvro Breizh hag hec’h hollad skoazelloù evit treuzfurmiñ al labour-douar. Hiziv an deiz emañ Lydie ha Vincent o sevel 80 buoc’h laezh diouzh al labour-douar biologel war 72 hektar, ha treuzfurmiñ a reont ar 500 000 litrad laezh produet ganto en o fezh, d’ober fourmaj, amann ha koaven ; ur bloaz zo int krog ivez da sevel un toullad moc’h, a vez treuzfurmet war al lec’h. E 2012 o doa savet un atant nevez hag a oa bet kresket e 2015, ennañ un atalier evit treuzfurmiñ al laezh hag ur stal sko outañ : diwar vremañ e werzhont o froduioù gant ar merk « le p’tit fermier de Kervihan ». 12 implij leunamzer zo en o stal ha bet o deus Priz an neveziñ 2019 digant Produet e Breizh evit o fourmaj Ouessantine bio.

Meur a skoazell zo roet dezho gant ar Rannvro :

  • Ur skoazell arc’hant evit adkemer un atant pa ne vez ket adkemeret gant tud eus ar memes familh
  • Ur skoazell evit kreskiñ ar savadurioù : 37 100 € gant ar FELDAM ha 32 900 € gant ar Rannvro.
  • Un Diarbenn labour-douar, endro hag hin (Maec) evit delc’her gant an doareoù liesgounid ha sevel loened diouzh spered an agroekologiezh abaoe 2015 : 11 000 € bep bloaz betek 2019.

Video : un atant hag a labour evit labour-douar an amzer-da-zont

D’an 11 a viz Genver e oa bet Olivier Allain, besprezidant Rannvro Breizh karget eus al labour-douar hag eus industriezh ar boued, o welet Vincent ha Lydie Joyeux en o feurm e Lokoal-Mendon. An digarez e oa da weladenniñ o atalier da dreuzfurmiñ al laezh hag ar stal ma vez gwerzhet o froduioù gant ar merk « le p’tit fermier de Kervihan » (gwelet ar « sell a-dost » e traoñ ar bajenn-mañ) : ar pezh a reont zo ur skouer vat eus ar gwel eus ul labour-douar en amzer-da-zont, liesseurt, nerzh gantañ ha padus, a vez heñchet obererezh ar Rannvro gantañ. Fellout a ra d’ar Rannvro, da vat, sikour ar filierenn-se da emdreiñ ha da cheñch evit mad an endro pa’z eus ganti ur pouez istorel en ekonomiezh Breizh. Rak-se he deus lakaet e pleustr un toullad skoazelloù resis hag a zalc’h kont war ar memes tro eus an ekonomiezh hag eus an endro.

An treuzkemm evit an endro gant ur filierenn istorel

Ar pal : sikour an dud d’en em staliañ, da vont war-zu al labour-douar bio, hag ivez da zelc’her gant atantoù liesgounid ha sevel loened diouzh doare an agroekologiezh. Evit sikour an emdroadur-se e laka ar Rannvro diarbennoù da dalvout abalamour da vroudañ an teknikoù hag an doareoù hag a zouj a endro (an diarbennoù labour-douar, endro hag hin anvet Maec), hag ivez da liesaat an obererezhioù en atantoù : meur a seurt produioù, treuzfurmiñ war al lec’h, gwerzhañ war-eeun…

Breizh a resev he lodenn eus ar font europat FELDAM

Evit 2014-2020 e sav da 368 M€ al lodenn eus ar FELDAM a vez roet da Vreizh