Touristerezh & Dudi
DIGOR EO KOULZ AN HENTOÙ BAGEAL !

Bageal evit ar blijadur, mont war velo, bale pe marc’hegezh… Betek ar 27 a viz Here e vo digor hentoù bageal ha kanolioù Breizh. Eus Brest da Naoned, en ur dremen dre Zinan pe dre Roazhon, eo tost 660 km hent a vo da anavezout pe da adanavezout !


Kêr Vihan Neuziet-kaer – Keoded Arz, kastell Josilin. BERTHIER Emmanuel

Bep bloaz, etre deroù miz Ebrel ha fin miz Here, e vez digoret hentoù bageal ha kanolioù Breizh d’an holl. Kempennet ha meret e vezont gant ar Rannvro ha bep bloaz e vezont adfichet evit ma vo al lec’hioù pourmen eus ar re akomotañ, surañ ha plijusañ, dreist-holl evit an annezidi. Er bloaz-mañ e vo ar skluzioù hag ar skluzerien war o fost betek ar 27 a viz Here.

En holl eo ouzhpenn 660 km a hentoù ha kanolioù zo da ergerzhet e Breizh istorel, kit ganto ’ta !

Evit gouzout hiroc’h, emgav e lec’hienn internet an hentoù bageal

Petra nevez war an hentoù er bloaz-mañ ?

Ar goañv eo ar mare gwellañ evit renkañ ar pezh a zo da gempenn war an hentoù, ar skluzioù, ar savadurioù… O seizh gwellañ a ra gawourien ha gwazourezed ar Rannvro evit ma vo graet ar bravañ ar gwellañ d’an implijerien, war an douar pe war an dour. Setu amañ an tri chanter adkempenn nevez a zo bet !

1. Nevesaat mañsonerezh ha dorioù skluzioù (1M €)

crtb-ad0081 GUILLAUDEAU-Donatienne
Skluz Kervorin e Gwipedel © GUILLAUDEAU Donatienne

2. Cheñch ur c’hlaped evit derc’hel ar Gwilen en e live (1M €)

crtb-ad7150 Noe-C
Traoñienn ar Gwilen © Noé C. photography

3. Nevesaat hentoù an halaj, ar skluzioù ha glad ar gwez

crtb-ac8235 GUILLAUDEAU-Donatienne
Kastell Josilin gwelet eus hent an halaj troet en un hent glas © GUILLAUDEAU Donatienne

 

Petra a ra ar Rannvro ?

Kanolioù Breizh zo darn eus ur glad a laz rannvroel, hini an dremmvroioù hag an natur, an istor hag ar sevenadur, hag ur strategiezh hardizh a ranker sevel evit o mirout, o zalvoudekaat, abalamour da ziorren an touristerezh en un doare padus.
Ar Rannvro, perc’henn war an hentoù bageal abaoe 2008 (nemet al lodenn Gwerledan-Kastellin eus ar ganol etre Naoned ha Brest), a laka arc’hant evel mestr an oberiadur evit al labourioù kempenn ha modernaat, evit kreskiñ ha gwellaat ar servijoù kinniget da implijerien lies an hentoù dour. Merañ ha kempenn a ra anezho, en ur zoujañ d’ar glad ha d’an endro.

Publié le


Partagez ce contenu