Bodadenn
Dalc’h an 10 a viz Here 2019 berr-ha-berr

Mirvaoù naturel, endro, steuñv yaouankiz, produioù fitoyec’hed, Skol-veur Niverel Breizh... kaoz a oa bet eus an holl sujedoù-se gant an dilennidi da-geñver an dalc’h a oa bet en Ostel Courcy d’an 10 a viz Here 2019.

Roll-labour ar Yaou 10 a viz Here 2019

  • Divizad daskemm ar budjed niv. 2
  • Feur an Taos Diabarzh war ar Beveziñ Produioù Energiezh (TDBPE) e Rannvro Breizh - Delc’her gant ar c’hresk
  • Danevell war an divizadoù a-fet treuzkas kredoù eus an eil chabistr d’egile
  • Evit ur SALF rannvro gouestlet d’an enframmoù ha servijoù niverel war dachenn an deskadurezh uhel hag an enklask
  • Kreñvaaat ha diorren rouedad ar mirvaoù naturel e Breizh
  • Arsellva an Endro e Breizh evit reiñ ul lañs nevez asambles - Lakaat muioc’h a obererien da gemer perzh en arsellva ha sevel ur steuñv diorren strategel
  • Kevrat Breizh evit ar stummañ, an heñchañ hag an emdroadur micherel - Gwelet pelec’h omp degouezhet ganti hag ar pezh a vo graet
  • Ar steuñv enluskañ evit ar re yaouank e Breizh - Gwelet pelec’h omp degouezhet
  • Danevell diwar-benn evezhiadennoù Kambr rannvroel ar c’hontoù war an doare da verañ ar c’hevredigezhioù ID MER hag ADRIA
  • Digoll d’ar paeer-rannvro evit e guzulioù
  • Disdalc’h evit al labourioù reolennet abalamour da zegemer re yaouank, minored etre 15 ha 18 vloaz, e stummadurioù micherel
  • Aprouiñ danevell an dalc’h a oa bet d’an 20 hag 21 a viz Mezheven 2018

 


Publié le


Partagez ce contenu